Itron Varia an Erc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Itron Varia an Erc'h a zo unan eus an anvadurioù a roer d'ar Werc'hez Vari. Diwar ur burzhud c'hoarvezet e Roma er Vvet kantved e teu an anv-se, pa oa diazezet bazilikenn "Santa Maria Maggiore". Goloet e oa Menez Eskilin gant an erc'h d'ar 5 a viz Eost, e kreizig-kreiz an hañv eta. War-lerc'h an darvoud-se e voe divizet gant ar pab lakaat eno ar santual gouestlet d'ar Werc'hez. Lidet e vez ar gouel-se d'ar 5 a viz Eost.

Itron-Varia an Erc'h e Breizh[kemmañ]

Soñjal a reer e c'hallje bezañ bet kemmesk e Breizh etre "an erc'h" hag "an nec'h" (an uhel).

Gwelet ivez[kemmañ]