Istor ar gwambiaeg skrivet

Eus Wikipedia

Ar skridoù gwambiaek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An testenioù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel er peurrest eus Suamerika, ne oa ket anavezet ar skritur gant Gwambiaiz a-raok an aloubadeg spagnol. Ar gerioù gwambiaek kentañ, koshañ, a zo deuet betek ennomp eo an anvioù-lec'h hag an anvioù-tud. Moarvat e c'heller soñjal ez eus bet kroget gant notenniñ lod anezho kerkent ha dizoloidigezh hag aloubidigezh ar c'horn-bro gant ar Spagnoled Juan de Ampudia ha Pedro de Añasco e 1535. Eus deroù ar XVIvet kantved eo an testenioù skrivet kentañ eta. Evit poent koulskoude, n'eo ket bet studiet al lec'hanvadurezh hag an tudanvadurezh gwambiaek nemeur c'hoazh gant den ebet. Elfennoù talvoudus evit istor ar yezh wambiaek a c'hellont degas koulskoude. Da skouer, un anv kumun testeniekaet a-gozh evel Novirao zo evit Nupirau, "an Douar Bras", da lavaret eo "Ar Vro". Savet eo diwar Nu (bras) ha Pirau (douar). Diskouez a ra un anv evel hemañ e veze lakaet an anv-gwan dirak an anv-kadarn e gwambiaek ar XVIvet kantved, hag alese moarvat abretoc'h, tre evel m'en greer c'hoazh hiziv an deiz. Bez' hon eus aze eta testeni stabilded ur fed yezh war pevar pe pemp kantved.

An trevadennerezh hag ar gwambiaeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare an trevadennerezh e voe kroget gant ar c'hristenaat dre heg. Kregiñ a reas an alouberien spagnol da vadeziñ ha da reiñ anvioù-familh da Wambiaiz. An Iliz eo he deus graet war-dro ar gefridi-se, stag ma oa ouzh ar c'hristenekaat. Chom a ra da welet c'hoazh ha bez' eo an anvioù-tiegezh deuet betek ennomp anvioù pe lesanvioù rakkolombian bet sonnet gant ar velestradurezh Spagnol pe c'hoazh anvioù nevesoc'h stag ouzh ul lec'h bennak pe c'hoazh ma'z eus talvoudegezhioù all gant an anvioù-tiegezh gwambiaek. Eus mare an trevadennerezh ne anavezomp nemeur a dra e gwambiaeg a-hend-all. Siwazh deomp n'eus mann ebet e gwambiaeg hag a c'hellfe bezañ keñveriet gant ar pezh zo bet savet gant an Tad Eugenio del Castillo adal 1755 evit o amezeien an Nasaed, anvet ivez Paezed. Ne hañval ket e vije bet troet biskoazh skridoù relijiel katolik pe ar c'hatekiz e gwambiaeg kennebeut. Kement-se ne vir ket e c'hallfe rolloù gerioù pe geriennoù bezañ strewet amañ hag ahont e-touez skridoù beleien pe menec'h eus ar c'horn marteze. N'int ket bet c'hoazh dizoloet na nebeutoc'h c'hoazh korvoet avat.

Testenioù mareoù kentañ an dizalc'hiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn ar fin e vo ret gortoz dibenn an XIXvet kantved ha labourioù ar Gall Léon Douay a oa marc'hadour kinkina e Silvia e-tro 1860, ouzhpenn 40 vloaz goude embannidigezh an dizalc'hiezh, evit lenn ar rolloù gerioù gwambiaek kentañ. Harpet e voe Léon Douay en e enklaskoù gant ar C'holombian Pedro Carvajal. Merket eo deroù an XXvet kantved gant ganedigezh skol an Amerikanourien he deus lakaet da bal dezhi hec'h-unan studi ar yezhoù amerindian. En hanterenn gentañ an XXvet kantved e c'heller notenniñ un nebeud labourioù, digant Europiz ha yezhoniourien eus ar Stadoù-Unanet dreist-holl, evel ar C'hallaoued Paul Rivet hag Henri Beuchat (e 1910, 1912, 1938, 1946) pe ar C'holombian Sergio Elias Ortiz (e 1938-1939). Ar studiadennoù-se a zo anezho dreist-holl rolloù-gerioù berr ha sec'h, da bal dezho talvezout da rolloù diazez evit keñveriañ, a-benn o strollañ dre familhoù, ar yezhoù indian an eil gant eben. Un testeni splann eus tro spered ar prantad-se eo labourioù ar C'holombian L.V. Ghisletti, da skouer. En e levr "Los Mwiskas" e c'hall an den lenn rolladoù ha rolladoù gerioù tennet eus degadoù a yezhoù disheñvel ha lakaet keñver-ha-keñver gant ar pal anataat kerentiadoù etre ar yezhoù a-benn sevel gwezenn-familh holl yezhoù Amerika. Etre ar bloavezhioù 30 hag ar bloavezhioù 50 emañ mare ar studiadennoù yezhadurel kentañ (fonologel hag ereadurel). Enno e vo kavet un deskrivadur berr-ha-berr, ha dre vras, eus mont en-dro ar yezh. Menegomp labourioù Alberto Eraso Guerrero (1944), Henri Lehmann (1946), Luis Ussa Vargas (1946), ar Gall Jean Caudmont (1954) pe c'hoazh Silvia Jesús Maria Otero (e 1939, 1952). Niver ar seurt studiadennoù ne raio nemet mont war-gresk goude-se.

An I.L.V. pe SIL[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar bloavezhioù 60 e reer c'hoazh ur c'hammed war-raok en anaoudegezh ar gwambiaeg goude ma voe en em staliet misionerien brotestant eus ar Stadoù-Unanet, en anv an I.L.V. (Instituto Lingüístico de Verano / Ensavadur Yezhoniel Hañv), er resguardo. Studierien yaouank int e gwirionez Thomas ha Judith Branks o anv. Ar re-mañ a grog diouzhtu gant studi ar yezh. Ganto e voe diazezet evit ar wech kentañ, un doare-skrivañ reizhiadek evit ar gwambiaeg. Diazezet eo hemañ, evit an darn vrasañ, war doare-skrivañ ar spagnoleg : implij al lizherenn c ha q evit ar soniad [k], ñ hag ll evit ar soniadoù [ɲ] ha [ʎ]. Amprestañ a reont ivez ur stroll lizherennoù digant ar saozneg ar sh a dalvezo evit merkañ ar soniad [ʃ]. Degas a ra ivez an I.L.V. un nebeud arouezennoù arbennik dibar d'ar gwambiaeg. Setu anezho : an ü, ar zh, an rr hag ar ¨s. O chomadenn e-touez Gwambiaiz a zisoc'ho ivez war ar skridoù kentañ bet skrivet biskoazh e gwambiaeg war-eeun. Embannet int bet e stumm kaierigoù e 1975 hag adembannet meur a wech abaoe (betek teir gwech, etre 1975 ha 1983, evit lod anezho). Skridoù divyezhek int peurliesañ; enno e kaver alioù mat an I.L.V. evit al labourerien-douar, penaos strujusaat an douaroù, penaos sevel savennoù er menezioù, penaos fardañ teil, penaos kemer preder gant an douar, h.a. Ur pezh darvoud, un dispac'h a c'hellfemp lavaret zoken, eo al levrigoù-se. N'eo ket kement-se abalamour d'ar boued zo enno avat, abalamour d'ar yezhoù zo bet implijet evit o skrivañ eo. E gwir, evit ar wech kentañ ne vez ket skrivet hepken diwar-benn ar yezh met er yezh. Evit ar wech kentañ n'eo ket mui ar gwambiaeg ur benveg studi met deuet eo ar stumm skrivet anezhañ da vezañ un ostilh evit treuzkas keleier hag eskemm mennozhioù. E 1987 e voe embannet gant an I.L.V. ul levrig 68 pajennad ennañ, Namoy Misagmera Pürig e anv, hag a c'heller sellet outañ evel al levr unyezhek kentañ bet skrivet hag embannet biskoazh e gwambiaeg. Ul levrig kontadennoù eo, bet skrivet penn-da-benn gant Gwambiaiz. Kement-se n'en deus ket miret ouzh an I.L.V da implijout ar yezh evel benveg avieliñ evit o sektenn brotestant a-enep an Iliz Katolik, evel-just, rak ur benveg propaganda evit o relijion eo ivez, da gentañ penn, ar skridoù gwambiaek evit an I.L.V. Gwelet e vez mat an dra-se en danevelloù skrivet e Namoy Misagmera Pürig, gant Gwambiaiz nevez gounezet d'ar feiz Protestant. Trawalc'h eo teurel ur sell war ditloù un nebeud danevelloù evel : "Penaos eo bet doare eil kendalc'h an avielourien" pe "Ar vuhez a-raok anavezout an Aotrou Doue". Santet e vez ivez pouez an avielerezh protestant er strivoù graet evit klask lakaat Gwambiaiz war "an hent mat" ha reizhañ o doare-bevañ pemdeziek (doare da labourat an douar, doare d'en em zerc'hel, an dañsoù, an doare d'en em wiskañ, h.a.). N'eo ket filantropel hepken palioù an I.L.V. Koulskoude, ma'z eo gwir ez eus tabut e Kolombia diwar-benn "skiantelezh" labourioù an I.L.V. hag onested spered o izili, ez eo ken gwir all en deus c'hoariet an aozadur-se ur roll a-bouez bras evit yezh ar gumuniezh wambiaat. Tennet en deus ar yezh diouzh etre daouarn an antropologourien hag ar yezhoniourien a glaske re alies he studiañ evit o dedenn-spered dezho o-unan pe hini kumuniezh ar skiantourien met hep tamm sell ebet war ar gumuniezh tud vunut a ra un implij pemdeziek eus ar yezh hag, a-wechoù zoken, hep tamm preder ebet war dazont tost pe pell ar yezhoù indian komzet war diriad Kolombia. En ur ger e c'heller lavaret ez eo a-drugarez d'an I.L.V. ez eo bet distroet ar yezh d'ar yezherien anezhi, ar bobl wambiaat. Hag anat eo ez eo bet posupl adal ar mare-se da Wambiaiz, evit ar wech kentañ-tout deskiñ lenn ha skrivañ o yezh. Hag a-drugarez d'an doare-skrivañ ijinet gant ar c'houblad Branks ez eus en em stummet evel-se kefredourien wambiaeger gouest da embreger o yezh ha da bleustriñ warni.

Sklaer eo levezon lizherenneg an I.L.V. war skridoù ar C'habildo tre betek er bloavezhioù 80. Santet e vez c'hoazh levezon al lizherenneg diazezet ganto e labourioù Francisco Tumiñá-Pillimué, anezhañ ar Gwambiaad kentañ en deus skrivet ur c'heriaoueg spagnoleg-gwambiaeg, embannet e 1981.

Dihun ar yezhoniourien kolombian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-keit-se ez a ivez war baotaat ar studiadennoù geriadurel ha yezhadurel renet eus skolioù-meur kolombian er bloavezhioù 70 ha 80. Menegomp e-touez re all labourioù reizh-tre Rafael Cortez peurgetket gant ur c'heriaoueg divyezhek nav fajennad enni. Ret eo notenniñ ivez, evel-just, oberennoù niverus Violeta Long gant ur pennad 17 pajennad enni a ginnig, e 1975, un diverrañ eus yezhadur ar gwambiaeg, unan all fonnusoc'h a-galz e 1985 hag ur geriadur divyezhek (gwambiaeg-spagnoleg-gwambiaeg) e 1978.

Ar CCELA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar bloavezhioù 80 e weler ivez labourioù kentañ Skol-Veur Los Andes, e Bogota, eus strollad ar CCELA (Centro Colombiano de Estudios de Lenguas Aborígenes, Kreizenn Studi Yezhoù Engenidik Kolombia). Menegomp peurgetket labourioù Beatriz Vásquez de Ruiz ha Lilia Triviño Garzón. Er bloavezhioù 90, harpet diwar labourioù ar CCELA ha diazezidigezh un doare-skrivañ modern evit ar gwambiaeg e vo graet c'hoazh ur c'hammed nevez all o welet, a-benn ar fin, Gwambiaiz o produiñ o skridoù en o yezh evit ar wech kentañ en Istor.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fulub Jakez, Meneger skridoù gwambiaek an Instituto Lingüístico de Verano 1975-1987, Indice de textos guambianos del Instituto Lingüístico de Verano 1975-1987, 1997.