Istor an anv California

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enezenn California, hervez ur gartenn eus ar XVIIvet kantved
Kartenn savet e 1562 gant Diego Gutiérrez, kentañ hini ma weler an anv California.

California hiziv zo ul lec'hanv roet da deir stad eus div vro en Amerika:

An teir stad-se a vez graet Las Californias anezho, un anv a gaver, abalamour dezho, e rannvedoù arall.

Mor Cortés a zo anavezet ivez evel Pleg-mor California.

Orin[kemmañ]

Meur a orin zo bet kinniget d'an anv "California", spagnolek, latin, yezhoù Suazia pe henvroidi Amerika. Dizemglev zo a-zivout pep hini anezhe.[1]

California a oa, da gentañ, ar vro a zo anezhi al ledenez anavezet evel Baja California hag an holl douaroù azo aet d'ober stadoù California, Nevada, Utah, Arizona, ha Wyoming, a veze graet Alta California anezho.

En amzerioù kentañ donedigezh ar re wenn n'anavezent ket mat Mor Cortés nag aod ar Meurvor Habask, ha war ar c'hartennoù kentañ e veze treset California evel un enezenn.

Las Sergas de Esplandián[kemmañ]

E speredoù beajourien hag ergerzhourien Europa ne oa ket arvar diwar-benn an enezenn-se leun a Amazonezed e-maez da aodoù an Indez. Kentañ meneg eus an anv d'an enezenn-hont a oa er romant Las Sergas de Esplandián gant ar Spagnol Garci Rodríguez de Montalvo. Kollet eo an embannadur kentañ, met chom a ra skouerennoù adalek embannadur 1510.

El levr ez eus anv eus Enezenn Kalifornia, er reter da Azia, "tostik da lez Baradoz an Douar ha tudet gant maouezed du, ha n'eus gwaz ebet en o zouez, rak bevañ a reont e doare an Amazonezed". Eno e rene ar rouanez Califia. E-pad pell e kredas Europiz en enezenn-se.


Arroudoù[kemmañ]

Sabed que a la diestra mano de las Indias existe una isla llamada California muy cerca de un costado del Paraíso Terrenal; y estaba poblada por mujeres negras, sin que existiera allí un hombre, pues vivían a la manera de las amazonas. Eran de bellos y robustos cuerpos, fogoso valor y gran fuerza. Su isla era la más fuerte de todo el mundo, con sus escarpados farallones y sus pétreas costas. Sus armas eran todas de oro y del mismo metal eran los arneses de las bestias salvajes que ellas acostumbraban domar para montarlas, porque en toda la isla no había otro metal que el oro.

Gouzout a rit ez eus, en dorn dehoù d'an Indez , un enezenn anvet California tost-tost d'un tu da Baradoz an Douar ; ha poblet e oa gant maouezed du, hep na vije gwaz ebet eno, abalamour ma vevent evel an Amazonedezed. Korfoù brav ha nerzhus a oa dezho, kalonek e oant ha kreñv. O enezenn ne oa ket kreñvoc'h eviti er bed, gant he zornaodoù, hag aodoù roc'hellek. En aour e oa o armoù hag en hevelep metal e oa harnezioù al loened gouez a gustument damesaat d'o marc'hekaat , dre ma ne oa metal ebet nemet aour en enezenn.

Las Sergas de Esplandián (novela de caballería)
gant García Ordóñez de Montalvo.
Embannet en Sevilla en 1510.

Diwar neuze e teuas an Enezenn Amazonezed dianav-se da vout anavet evel California.

Abaoe Rolland[kemmañ]

Lenneien zo a gav dezhe e c'hall an anv California dont eus Kan Rolland, ur meurgan gallek eus an XIvet kantved, savet diwar-benn faezhidigezh arme Karl Veur e Roncevaux, e Pireneoù Euskal Herria, d'ar 15 a viz Eost 778, p'edo o tec'hel rak an arme vuzulmat.

E linenn 2924 ar meurgan, a zo er pennad CCIX (209), e kaver an anv Califerne evel unan eus ar broioù meneget, hep resisaat muioc'h pelec'h e c'hallfe bezañ. Dont a ra an anv goude menegiñ hini Affrike, pe Afrika.


Morz est mis nies, ki tant me fist cunquere
Encuntre mei revelerunt li Seisne,
E Hungre e Bugre e tante gent averse,
Romain, Puillain et tuit icil de Palerne
E cil d'Affrike e cil de Califerne.
Marvet ma niz, a c'hounezas din kement a vroioù
Enep din e emsavo ar Saoz,
Hungar, Bulgar, ha kement a dud kontrol,
Roman, Pouilhan, an holl zo e Palern,
Hag en Affrika, hag ar re en Kalifern;
Kan Roland, Rann CCIX ( 209; linennoù 2920–2924), XIvet kantved .

Peogwir eo savet ar varzhoneg diwar-benn ar Sarazined fallakr e c'haller krediñ eo savet an anv Califerne diwar ar ger kalif. Gallout a rafe Montalvo bezañ bet levezonet gant anvioù damheñvel evel Californo ha Calafornina e Sikilia pe Calahorra e Spagn."[2]

Ar meneg eus ul lec'h gant maouezed hep gwazed a vo adkavet evel un dasson en un arroud eus levr-bourzh Kritof Kolomb e-kerzh e veaj kentañ:-->


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Gwelout an teoriennoù meneget e-barzh Etimología de California e-barzh etimologias.dechile.net. Accessed 1 April 2006.
  2. Words@Random."The Maven's Word of the Day, California." April 26, 2000. Retrieved 2006-09-19.