Israel Post

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Israel Post (ישראל פוסט en hebraeg), bet krouet gant an anv Metro Israel, a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet en Israel. Diazezet eo war ar c'hazetennoù digoust all anvet Metro a gaver e kêrioù all er bed. Embannet e voe evit ar wech kentañ d'ar 5 a viz Eost 2007. Perc'hennet eo gant Eli Azur (hag a zo perc'henn ivez war The Jerusalem Post) ha David Weisman. Ar gazetenn nemeti embannet goude kreisteiz en israel eo. Kavet e vez er stalioù perc'hennet gant Weisman, evel ar gourmarc'hadoù Blue Square, AM-PM ha stalioù dour-tan Dor-Alon. Ul lodenn eus ar pennadoù a gaver enni a zo troidigezhioù pennadoù saoznek Jerusalem Post ha The Business Post. Embannet eo gant Metro Israel Ltd., diazezet e Tel Aviv. Golan Bar Yosef eo ar pennskrivagner.