Isis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Isis
st t
H8

Aset pe Iset (ȝs.t)
Isis hag Horus (Berliner Museum)

Isis eo an anv a orin gresianek a roer d'an doueez Aset (pe Iset), doueez gwarezerez ha salvus ar vitologiezh egiptat. Ezel eo eus Navad Bras Iounou (Heliopolis)

Seblantout a ra e oa personeladur an tron gwezhall. E anv egiptat e hieroglifoù a dalvez "an azezenn". En enskrivadurioù e veze diskouezet da gentañ dindan stumm ur vaouez gant ur gador a dalvez dezhi da goef. Diwezhatoc'h e cheñch an doare da daolenniñ anezhi. Gwelet e vez dindan stumm ur vaouez dezhi kerniel buoc'h a bep tu d'ur skant a arouez al Loar. (Arabat he c'hemmeskañ neuze gant Hathor.)


livadenn eus Isis
Mirdi Karnak en Egipt


Isis hag Horus
Mirdi al Louvre

Isis en arzoù[kemmañ]

  • E 1677 e savas Jean-Baptiste Lully un drajedienn lirek anvet Isis a zanevelle avanturioù an nimfenn Io a zeue da vezañ an doueez Isis a-drugarez da Jupiter, e diwezh an opera, o liammañ e-giz-se ar vitologiezh c'hresian hag ar vitologezh egiptat.

Badezet eo bet an opera-se, "opera ar sonerien" abalamour d'ar binviji-seniñ niverus zo lakaet er c'hentañ rank a bep eil. Meuliñ a ra klod Loeiz XVI hag e drec'hoù en Izelvroioù. Talvezout a ra ar boan menegiñ laz-kanañ ar "Grenerien".

  • An anv eus kentañ romant Villiers de l'Isle-Adam eo Isis ivez. Unan eus pennoberennoù al lennegezh c'hallek da lavaras an arbennigourien.
  • Klask Isis eo anv trede levrenn eus Les perspectives dépravées gant Jurgis Baltrusaitis.


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg