Isabella de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Isabella de' Medici, gant Alessandro Allori, dastumad prevez, Bro-Saoz.
Isabella de' Medici, gant Alessandro Allori, Uffizi, Firenze.
Isabella de' Medici

Isabella Romola de' Medici (Firenze 1542 – Cerreto Guidi 15 a viz Gouhere 1576) a oa merc'h da Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e bried Eleonora di Toledo.
Brudet eo evel ur plac'h eus ar c'hoantañ hag an desketañ en hec'h amzer. Lazhet e voe gant he fried.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e Firenze, ha deskadurezh vat a voe roet dezhi evel d'he breudeur ha c'hoarezed.
En 1553, pa ne oa nemet 11 vloaz, e voe dimezet Isabella da Paolo Giordano Orsini, condottiero feuls ha kriz a zalc'he Dugelezh Bracciano, er c'hreisteiz da Doskana.
En 1558 e voe graet an eured. Kontrad a voe graet etre he zad hag he fried ha gallout a rae Isabella derc'hel da vevañ e Firenze, ha n'eo ket gant he fried , muioc'h a frankiz he doa eget merc'hed hec'h amzer ha muioc'h a vestroni war hec'h aferioù ivez.
Goude marv he mamm e voe evel itron Firenze, e-pad ur pennad, hag e tiskouezas pegen ampart e oa war ar politikerezh. Meur a golladenn a reas ha bugel ebet n'he doe a-raok tostaat d'he zregont vloaz, pezh a ziskoueze e oa dieupoc'h eget an darn vrasañ eus maouezed hec'h amzer.
Kaoz a voe er vro eus he darempred gant Troilo Orsini, kenderv d'he fried, a oa bet karget gant Paolo Giordano da ziwall anezhi e-keit ma veze Paolo gant e labour en arme. Dont a reas an ozhac'h da glevout ar gaoz, evit brasañ gwalleur Isabella, rak fellout a reas dezhañ kastizañ e wreg, hogen ne gredas ober netra keit ma oa bev an dug-meur kozh. Tec'hel a reas Troilo da Vro-C'hall.
Hogen mervel a reas Cosimo Iañ de' Medici d'an 21 a viz Ebrel 1574, ha goude marv he zad ne oa den galloudek ken evit gwareziñ Isabella, rak an dug-meur nevez, he breur Francesco, a oa displijet gant doareoù he c'hoar.

He marv[kemmañ]

Krouget e voe Isabella gant he fried er Villa Medicea di Cerreto Guidi, e-tal Firenze d'ar 15 a viz Gouhere 1576. Un toullad deizioù a-raok, d'an 9 a viz Gouhere, e oa bet lazhet he mignonez Eleonora di Garzia di Toledo gant he fried Pietro de' Medici, breur yaouankañ Isabella. Soñjal a c'haller ne oa ket dic'houzvez an dug-meur Francesco eus aozadur an daou vuntr, gwall heñvel o-daou (krouget o-div, e div genkiz pell diouzh kêr, gant daou bried feuls) ha gouzout a reer ne savas ket a-enep hini ebet eus ar vuntrerien e doare ebet.
Er mareoù-se iveez eo e krogas brud diwar-benn gwadorged etre Isabella hag he zad hag etre hi hag he breur Giovanni.

Evit Troilo a voe lazhet e Pariz un toullad mizioù goude.

He bugale[kemmañ]

Tri bugel o doe Paolo Giordano hag Isabella:

  • Francesca Eleonora, lesanvet Nora ( 1571- 1634); a zimezas d'he c'henderv Alessandro Sforza, dug Segni;
  • Isabella (1571 - 1572);
  • Virginio Orsini (1572 - 1615), a voe dug war-lerc'h e dad .

Tasmant[kemmañ]

Hervez ar vrud e vez gwelet tasmant Isabella a-wechoù en un toullad lec'hioù ma vevas-hi, ha betek er c'hastell Odescalchi, war lez al lenn Bracciano, nepell diouzh Roma.

Pennad kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Murphy, Caroline P. (2008) Murder of a Medici Princess Oxford University Press. ISBN 978-0-19-531439-7
  • Reiss, Sheryl; Wilkins, David. Beyond Isabella: Secular women patrons of art in Renaissance Italy. Truman State University Press, 2001. ISBN 0-943549-88-4

Liamm diavaez[kemmañ]

  • Gabrielle Langdon, Medici Women, en-linenn : [1]