Isabella d'Este, dugez Parma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Isabella d'Este.

Isabella d'Este (1635 - 1666) a oa ur briñsez eus Modena, a voe dugez Parma evel eil pried an dug Ranuccio II Farnese (1630-1694). Mamm-gozh e oa da Elisabetta Farnese.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Francesco Iañ d'Este, dug Modena ha Reggio, ha da Maria Farnese. He mamm a oa merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma ha Piacenza. C'hoar e oa da Alfonso IV d'Este (1634–1662) ha da Rinaldo (1655–1737), a voe duged Modena o-daou, an eil war-lerc'h egile. Goude marv Margherita Violante di Savoia, kentañ pried Ranuccio II, e fellas dezhañ dimeziñ d'e geniterv Isabella, merc'h da c'hoar e dad.


He bugale[kemmañ]

Tri bugel he doe:

He marv[kemmañ]

Mervel a reas Isabella d'Este e 1666, nav deiz goude genel he mab Odoardo, e Colorno. Beziet e voe e Santa Maria della Steccata e Parma.

Addimeziñ a reas he fried e 1668 d'he c'hoar Maria d'Este, ha seizh bugel o doe, en o zouez an daou zug diwezhañ eus an Tiegezh Farnese a renas e Parma.