Isabella d'Aragona (1470-1524)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Isabella d'Aragona, gant ul livour dianav.
Poltred he fried Gian Galeazzo Sforza, marteze gant Leonardo da Vinci, 1483
Poltred Isabella d'Aragona gant Giovanni Ambrogio de Predis, war-dro 1495 - 1499, National Gallery (Londrez)

Isabella di Aragona, pe d'Aragona (en italianeg), pe Izabel Aragon, pe Izabel Naplez (Naplez 1470-1524 Naplez), a oa ur briñsez italian, eus Rouantelezh Naplez, dugez Milano ha Bari.

He zud[kemmañ]

Merc'h e oa da Alfonso II Naplez (1448-1495), roue Naplez, eus Tiegezh Trastamara, ha d'e bried Ippolita Maria Sforza (1446-1484). He mamm a oa merc'h da Francesco Sforza ha moereb da Gian Galeazzo Sforza (1469-1494), dug Milano.

He buhez[kemmañ]

Dimezet e voe e miz C'hwevrer 1489 da Gian Galeazzo Sforza, a oa kenderv dezhi, evit kadarnaat an emglev etre dugelezhioù Milano ha Naplez. Mervel a reas he fried e 1494, pemp bloaz goude, pa oa-eñ 25 bloaz. Krediñ a reer e voe kontammet gant e eontr Ludovico Sforza, a voe anvet dug neuze .

He bugale[kemmañ]

Tri bugel o doe Izabel ha Gian Galeazzo Sforza:

  • Ippolita (1490/3-1501), anvet evel mamm Izabel, marvet da 11 vloaz,
  • Francesco (1491-1512), dug Milano, a varvas da 21 bloaz goude kouezhañ diwar e varc'h,
  • Bona (1494-1557), a zimezas e 1518 da Sigismund Iañ Pologn.

Arz[kemmañ]

Meneget e veze Izabel evel an hini a oa poltredet gant Leonardo da Vinci en e daolenn Mona Lisa. Lavaret ez eus bet ivez ec'h addimezas e kuzh da Leonardo da Vinci (1452-1519), hag o dije bet daou vab ha teir merc'h .[1]


Notennoù[kemmañ]

  1. Patrom:Cita web

Lennadurezh[kemmañ]

  • F. M. Vaglienti, Isabella d’Aragona, 2000,

Liammoù diavaez[kemmañ]


Pennadoù kar[kemmañ]