Isabel Clara Eugenia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Isabel Clara Eugenia.
Isabel Clara Eugenia e 1573, da 7 vloaz.
Isabel Clara Eugenia, Gouarnerez an Izelvroioù.
An infantezed Isabel Clara Eugenia (en tu kleiz) hag he c'hoar Caterina, poltredet gant Sofonisba Anguissola e 1570

.

Isabel Clara Eugenia gant he c'horr.

Isabel Clara Eugenia (Segovia, 1566 – Brusel, 1633), a oa infantez Spagn, arc'hdugez Aostria, ha dugez Bourgogn. Merc'h e oa da Felipe II ha d'e bried Isabel de Valois. Evel dugez Bourgogn e renas en Izelvroioù katolik, war un dro gant he fried ha kenderv Alberzh Aostria, etre 1598 ha 1621. Goude e varv e chomas er vro evel gouarnourez an Izelvroioù (1621-1633).

Taolenn

He bugaleaj [kemmañ]

Merc'h e oa da Felipe II ha d'e drede pried, ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), anavezet e Spagn evel Isabel de Valois. Merc'h-vihan e oa da Carlos Iañ Spagn, Roue Spagn hag Impalaer Santel, ha da Isabel de Portugal a-berzh he zad, ha da Herri II (Bro-C'hall) ha da Caterina de' Medici a-berzh he mamm.

Stad vras a oa en he zad Felipe pa voe ganet, a-hervez en doa diskleriet e oa laouenoc'h eget pa vije bet gant ur mab. Ur mab en doa bet ar roue digant e bried kentañ Maria Manuela Portugal, Don Carlos Spagn, ur bugel klañvidik ha distabil, a varvas er vac'h en 1568, da 23 bloaz: kavout a raed'e dad e oa oc'h irienniñ a-enep dezhañ. Diwar-se eo Isabel a zeuas da vout pennhêrez.

Ur c'hoar he doe, Catalina Micaela. Diwar genel anezhi eo e varvas he mamm.

En 1589 e klaskas Katoliked Unanet Bro-C'hall reiñ ar gurunenn dezhi dre ma oa merc'h-vihan Herri II (Bro-C'hall) just a-walc'h.

Danvez Dugez Breizh [kemmañ]

Klask a reas he zad Felipe he lakaat da vezañ anvet Dugez Breizh. Pa voe lazhet ar roue Valois diwezhañ, Herri III (Bro-C'hall), en 1589, eo e nizez Isabel an hini a oa an tostañ kar da hêred duged Montfort Breizh. He mamm a oa merc'h da Herri II, ha hennezh a oa mab-bihan da Anna Vreizh, a oa neuze mamm-you dezhi.

Talvoudus e oa da listri Spagn gallout kavout gwarez e Breizh, p'emañ-hi war o hent da Flandrez, kenkoulz evit al listri-kenwerzh evel evit ar morlu.

En 1590 e reas Felipe emglev gant Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur (gouarnour Breizh ha breur-kaer d'ar roue Herri III, bet lazhet), ha dilestrañ a reas Spagnoled e tri lec'h: Kraozon (rak-tal da gêr Brest), en aber ar Blavezh (el lec'h m'emañ Porzh-Loeiz) ha Krac'h-Lokmaria-Kaer (e-kichen an Alre). Teir gwikadell a voe savet, ha bepred e c'haller gwelout hini Porzh-Loeiz.

Ne zeue ket Mercœur a-benn da gaout e greñv e Breizh, gounit tachenn a rae Herri IV hag e gostezenn. E 1598 ec'h adlestras ar Spagnoled, hag Isabel ne voe ket Dugez Breizh.

Danvez pennhêrez kurunenn Bro-C'hall [kemmañ]

En 1593, e Pariz, e voe bodet Stadoù Bro-C'hall gant Kevre ar Gatoliked , en sell da zibab ur roue nevez evit ar vro, rak ne oa ket anavezet Herri Navarra gant an darn vrasañ eus ar vro c'hoazh. Adalek Spagn e klaske Felipe II pouezañ da lakaat reiñ ar gurunenn d'e verc'h Isabel, dre ma oa merc'h-vihan d'ar roue kozh Herri II.

En desped d'al lezenn salek a veze o virout ouzh ar maouezed da ren e Bro-C'hall e kave da roue Spagn e c'hallfe lakaat e verc'h Isabel da rouanez. Da vihanañ eo sur e timezo d'an hini a vo dibabet da roue, rak gwazed an tiegezh Guise, ha n'o deus gwir ebet war gurunenn Bro-C'hall, a vefe laouen o timeziñ gant an infantez. E-touez an danvez-rouaned emañ Charlez Iañ Guise, dug Guise ha daou vloaz warn-ugent dezhañ, ha Charles Emmanuel de Savoie-Nemours, dug Nemours ha c'hwec'h vloaz warn-ugent dezhañ.


Souverenez an Izelvroioù [kemmañ]

L'infante Isabelle habillée en clarisse

Goude sinañ Feuremglev Vervins gant Bro-C'hall e fellas da Felipe II diskouez youl vat ouzh ar vro-se o reiñ o frankiz d'an Izelvroioù spagnol, hag ar gurunenn d'e verc'h ha d'e vab-kaer. Ma ne vez vez ket a vugale avat e vo adkemeret an Izelvroioù gant Madrid.

Dimeziñ [kemmañ]

Poltredoù an Infantez Isabel hag he fried, an Arc'hdug Alberzh, gant ul livour dizanv eus ar XVIIvet kantved, diwar livadurioù orin gant Frans Pourbus ar Yaouankañ.
Isabel hag Alberzh, he fried.

Felipe II a zimezas Isabel d'an arc'hdug Alberzh, mab d'an Impalaer santel Masimilian II. Hennezh a oa bet savet e lez Spagn hag anvet da gardinal, hep bout beleget, ha gouarnour an Izelvroioù.

Marv he fried [kemmañ]

Isabel Clara Eugenia, aet da leanez. Poltred gant Rubens.

Pa varvas he fried Alberzh e 1621 ez eas da leanez. He zad a anvas anezhi da c'houarnerez an Izelvroioù.

Bod a roas da Gaston d'Orléans ha d'e bried Marguerite de Lorraine a oa tec'het dirak konnar o enebour, ar C'hardinal Richelieu.


He marv [kemmañ]

Mervel a reas e 1633, ha goude se e voe echu gant marevezh ar peoc'h en Izelvroioù. Dre n'o doa bet bugel ebet, ha pennhêr ebet e tistoas an Izelvroioù dindan veli Spagn.


Lennadurezh [kemmañ]

  • Martha Walker Freer: Elizabeth de Valois. Queen of Spain and the Court of Philip II. Hurst & Blackett, London 1857 (2 Bde.)
  • Brigitte Hamann (Hrsg.): Die Habsburger. Ein biographisches Lexikon. Piper, München 1996, ISBN 3-492-03163-3.
  • Richard Reifenscheid: Die Habsburger in Lebensbildern. Von Rudolf I. bis Karl I. Piper, München 2007, ISBN 3-492-24753-9.
  • Paul Graf Thun-Hohenstein: Philipp II. von Spanien in Briefen an seine Töchter. Verlag Alber, München 1947.


Liammoù diavaez [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.