Ippolita Maria Sforza

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ippòlita Maria Sforza

Ippolita Maria Sforza (1446 – 1484), a oa ur briñsez italian eus an Tiegezh Sforza a oa o ren e dugelezh Milano er XVvet kantved, adalek 1450 betek 1535. Dimeziñ a eure da Alfonso, Dug Calabria, a renas diwezhatoc'h e Rouantelezh Naplez evel Alfonso II Naplez.[1]

He zud[kemmañ]

Ganet e oa Ippolita e Cremona d'an 18 a viz Ebrel 1446, ha merc'h e oa da Francesco Iañ Sforza, Dug Milano (1401 –1466) ha d'e bried Bianca Maria Visconti, (1425 – 1468). C'hwec'h breur he devoa, hag ur c'hoar . He zad a oa mab da Muzio Attendolo Sforza, condottiero brudet ha diazezer an tiegezh Sforza, ha da Lucia di Torsano. He mamm a oa merc'h da Filippo Maria Visconti, Dug Milano, ha da Agnese del Maino.

Yaouankiz[kemmañ]

Speredek ha desket e oa Ippolita. Studiañ a reas gregach ha prederouriezh gant al lenneg hellazat Constantine Lascaris. Da 14 vloaz e reas ur prezeg latin d'ar pab Pi II en Mantova, a voe adskrivet gantan dorn ha skignet ken e teuas da vout brudet [2]. Skrivañ a reas kalzig a lizheroù, embannet e voe Lizheroù Ippolita Maria Sforza, gant Serena Castaldo en Italia . E 1893, en Bologna, e oa bet embannet gant F. Gabotto un dastumad eus lizheroù Ippolita skrivet e Naplez adal 1475 betek 1482.[3] Barzhoniezh a skrivas ivez, evel ar varzhoneg latin savet goude marv he zad [4].


Isabella Naplez, merc'h da Ippolita Maria Sforza hag Alfonso II Naplez

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

D'an 10 a viz Here 1465, e Milano, e timezas Ippolita, 19 vloaz, da Alfonso, Dug Calabria ( 1448 – 1495), mab henañ ar roue Ferdinando Iañ Naplez ha Isabella di Chiaramonte, dugez Calabria. Ippolita ne voe ket rouanez: mervel a reas dek vloaz a-raok na voe anvet he fried da roue.
Abegoù politikel a oa da zimeziñ Alfonso hag Ippolita, hag un emglev kreñv ha galloudus a voe diwar neuze etre Rouantelezh Naplez ha dugelezh Milano, div eus kreñvañ stadoù Italia er XVvet kantved. Ippolita a oa pried kentañ Alfonso. Ne voe ket evurus gantañ, abalamour ma en doa ur serc'h. Tri bugel o doe Alfonso hag Ippolita :

Mervel a eure e 1484 , da 38 vloaz. He fried neuze a zimezas d'e serc'h Truzia Gazzela, a oa mamm da zaou vugel.

Ippolita Maria Sforza en arz[kemmañ]

Poltred un Itron , gant al livour Domenico Ghirlandaio. Poltred Ippolita Maria Sforza e vije. [6]

Meur a boltred a voe graet anezhi a-hed he buhez adalek hec'h oad tenerañ. Ur goantenn a blac'h e oa, treset kaer, meleganez, hir he blev, daoulagad glas dezhi, uhel he zal.[7] Un darnzelwenn anezhi a voe graet gant Piero della Francesca.

Notennoù[kemmañ]

  1. Charles Cawley, Medieval Lands, Dukes of Milan
  2. {{{title}}}. 172 p. 
  3. Nadia Covini, Princesses and Ladies of Power at the Sforza Court, 2006, retrieved on 3 December 2008
  4. {{{title}}}. 172 p. 
  5. Charles Cawley, Medieval Lands, Sicily/Naples, Counts and Kings
  6. Maike Vogt-Luerssen
  7. www.Kleio.org/en/history/famtree/sforza/1050aa.html, by Maike Vogt-Luerssen


Lennadurezh[kemmañ]

  • Jane Stevenson (2005). Women Latin poets: language, gender, and authority, from antiquity to the Eighteenth Century. Oxford University Press.