International Quidditch Association

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

International Quidditch Association (IQA) zo ur gevredigezh hag a gemer an divizoù a sell ouzh ar c'hoari Quidditch, c'hoariet gant Mougouled. Krouet e oa bet d'an 11 a viz Du 2007 evel Intercollegiate Quidditch Association da-heul ar c'hrogad kentañ savet etre skolioù-meur 'zo er Stadoù Unanet. N'eo nemet e 2010 ma oa bet kemeret hec'h anv a-vremañ. Kroget e Norzhamerika da gentañ-penn ez a ouzhpenn mil skipailh (en ouzhpenn trizek bro) d'hec'h ober bremañ.

Diazezet e oa bet war tachenn skol-veur Middlebury, Vermont ha bodañ a ra daou c'hant c'hwec'h skol warn-ugent evit c'hoazh. Pa oa bet aozet Kib kiditch ar bed e 2006 e oa bet embannet ur pennad diwar he fenn war bajenn gentañ ar Wall Street Journal ken souezhet ma oa ar gazetenn gant an anadenn nevez. An hevelep tra a c'hoarvezas e-barzh Usa Today d'ar 27 a viz Du 2007 da-geñver Kib ar bed 2007. D'an 28 a viz Meurzh 2008 e voe diskouezet war-eeun ur prantad eus ar c'hrogad etre skipailhoù Middlebury hag Amherst, Massachusetts gant CBS. Evit ar wech kentañ, e 2008, e teuas ur skipailh estren — McGill University (Kanada) — da gemer perzh e Kib ar bed.