Inkscape
| Inkscape | |
|---|---|
|
|
|
Inkscape e brezhoneg |
|
|
|
|
| Diorroer : | Inkscape.org |
| Stumm diwezhañ : | 0.47 / 24 a viz Du 2009 |
| Endro : | Lies-savenn |
| Doare : | Embanner skeudennoù sturiadel SVG |
| Aotre-implijout : | GNU General Public License |
| Lec'hienn : | http://www.inkscape.org |
| kemmañ |
|
Inkscape a zo ur meziant embanner skeudennoù sturiadel dindan aotre GPL. E bal a zo dont da vezañ ur poellad embann skeudennoù galloudus, o vezan war an dro kenglotus gant skouerioù XML, SVG ha CSS ar W3C.
Ur poellad lies-savenn eo, a zo tu kaout evit Microsoft Windows, Mac OS X (dindan X11), Linux ha FreeBSD.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Diorroadur Inkscape en deus kroget e 2003, war diazez ur fork eus ar raktres Sodipodi, hag a zo ur fork eus Gill, ur poellad savet gant Raph Levien evit GNOME.
Inkscape a zo tremenet eus ar yezh programmiñ C (yezh programmiñ) d'ar C++, ha deus bindingoù C++ da levraoueg grafek GTK+ (Gtkmm). Kemmoù zo bet ivez e live an etrefas implijer ha arc'hwelloù nevez zo bet lakaet (an diorroadur a zo aktivel-tre).
Goude diskleriadur Xara e vefe lakaet e kod da vezañ frank evit ar poellad tresañ sturiadel Xara Xtreme, ur c'hoant labourat a zo bet etre an daou skipailh hag ur c'henlabour a zo bet kroget. An daou poellad a eskemm neuze o c'hod hag a gendeuz o strivoù gant ar pal tizhout live ar poelladoù kenwerzhel.
Arc'hwelladurioù [kemmañ]
Krouiñ objedoù [kemmañ]
- Tresañ :
- Tresañ linennoù gant an dorn,
- Tresañ kromennoù Bezier (poent a poent pe gant an dorn) ha segmantoù eeunennoù,
- Tresañ linennoù kalligrafiezh gant ur bluenn
- Lunoù :
- Ostilh testenn (plas, tuadur, font...) ;
- Liamm, enborzhiadur ha sturiadur skeudennoù matrisiek ;
- Klonoù (objedoù kopiet gant treuzfurmadur dinamek) ;
- Krouadur dre leuniadur etre hentoù.
Merañ objedoù [kemmañ]
- Treuzfurmadurioù afinel (treuzlatadur, simetriezh, admentadur, treiñ, distumadur), en un doare etreoberiant pe dre enbarzhiadur talvoudoù ;
- Renkañ dre enpiladur kalkoù, strolladoù hag objedoù (z-order) ;
- Strolladur hierarchek an objedoù hag ar strolladoù ;
- Sistem kalkoù ;
- Kopiañ/Pegañ objedoù ;
- Steudadur ha rannadur objedoù, lakaat war ur gael, dasparzh objedoù ;
- Gaelioù.
Leuniadur ha trohedoù [kemmañ]
- Diuzer livioù (RVB, TLS, CMYK, rod) ;
- Pipetenn livioù ;
- Kopiañ/Pegañ stil an objedoù ;
- Leuniadur dre pladañ livioù, dereziadoù, gwiadezh ha tresoù, gant kanol alfa ;
- Embann dereziadoù livioù gant dornadoù kontroll ;
- Embann dereziadoù (linenel ha radiel) ;
- Trohedoù poentigoù ha "merkerien" (objedoù SVG oc'h en em pegan d'an neudennoù ha da beg ar c'hommennoù)
Liammoù diavaez [kemmañ]
Inkscape war lec'hienn an Drouizig