Inizi Wollaston

Eus Wikipedia

An Inizi Wollaston zo un enezeg e su Chile en Tierra del Fuego, stag ouzh kumun Cabo de Hornos, e Proviñs Antarktika Chile, unan eus proviñsoù ar Rannvro Magallanes hag Antarktika Chile. O c'havout a reer en norzh d'ar c'hab Horn, er paso de Drake, er mervent da Inizi Picton, Lennox ha Nueva.

An inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • an Enez Wollaston, ar vrasañ hag an uhelañ eus an enezeg hag en he c'hreiz :
    • er rann hanternoz ez eus un uhelenn a 580 m;
    • er mervent ez eus torgennoù etre 420 m ha 670 m, en o zouez ar Menez Hyde, 670 m.
  • an Enez Freycinet, er gevred;
  • an Enez Bayly, er biz;
  • an Enez Grevy, pelloc'h c'hoazh er biz,
  • enezoùigoù, evel "Doedalus, del Cabo, Surgidero, Nutria, Leones Marinos, Medio, etc.

Lec'hiañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost dezho, er su, emañ an Inizi Hermite, dreist kanol Franklin. Er c'hornôg emañ an Enez Navarino, en tu all da Bae Nassau.