Inizi Shetland ar Su

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambig colour.svgEvit sterioù all an anv "Shetland" gwelet Shetland (disheñvelout).

Pelec'h emañ Inizi Shetland ar Su.
Kartenn Inizi Shetland ar Su.

Inizi Shetland ar Su (saozneg; South Shetland Islands; spagnoleg: Islas Shetland del Sur) a zo un enezeg lec'hiet ur 120 km bennak en norzh da ledenez Antarktika. Da heul Feur-emglev Antarktika (1959) n'eo perc'hennet gant hini ebet eus ar broioù sinet ganto ar feur-emglev. Arc'het eo bet avat gant ar Rouantelezh-Unanet abaoe 1908, hag evel un darn eus Tiriad Antarktika Breizh-Veur abaoe 1962. Arc'het eo ivez gant Chile abaoe 1940 hag Arc'hantina abaoe 1943. Meur a vro a zalc'h bonnoù skiantel enne.