Inizi Friz ar Reter

Eus Wikipedia
Inizi Friz ar Reter
strollad inizi
Anv er yezh a orinOstfriesische Inseln Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadSaks-Izel Kemmañ
En un takad gwarezetLower Saxon Wadden Sea National Park Kemmañ
War riblMor Wadden Kemmañ
Lec'hiadurMor Wadden, Mor an Hanternoz Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°44′0″N 7°25′0″E Kemmañ
Map
Kartenn eus an tolead
Luc'hskeudenn eus an enezeg tennet eus ul loarell

Inizi Friz ar Reter (Eastfryske eilannen e frizeg, Ostfriesische Inseln en alamaneg) zo un heuliad enezennoù e Mor an Hanternoz, a-hed aodoù gwalarn Alamagn. Emaint etre 5 ha 10 kilometr diouzh an douar-bras, hag en em astenn a reont etre aber ar stêr Ems er c'hornôg ha hini ar stêr Jade er reter. E stad Saks-Izel emaint.

Seizh enezenn zo annezet :

Enez Borkum eo an hini vrasañ anezho.

Un nebeud enezennoùigoù didud zo ivez :

Unan anezho, Lütje Hörn, e-kichen Borkum, zo en arvar da vezañ beuzet gant ar mor. E 2003 e oa bet embannet gant melestradurezh aodoù Alamagn e c'haller ober un enezenn hiviziken eus Kachelotplate, ur reuzeulenn-draezh zo dirak genoù ar stêr Ems, dre ma ne vez ket goloet ken gant al lanv.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]