Inizi Friz ar C'hornôg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Inizi Friz ar C'hornôg (e nederlandeg : Waddeneilanden) zo ur chapeledad inizi a-hed an aod etre Mor an Hanternoz ha mor Wadden e gwalarn an Izelvroioù. Kenderc'hel a ra ar chapeledad er reter gant Inizi Friz ar Reter hag an holl anezho a ya d'ober Inizi Friz.

WaddeneilandenNL.png
Inizi Friz ar C'hornôg
1. Noorderhaaks; 2. Richel;
3. Griend; 4. Rif;
5. Engelsmanplaat; 6. Simonszand;
7. Rottumerplaat; 8. Rottumeroog.

A gornôg da reter e kaver:

Ouzhpenn ar 5 enezenn-se ez eus 3 enezennig didud ha difennet ouzh ar bourmenerien, Rottumerplaat, Rottumeroog ha Zuiderduintjes (anvet a-gevret Rottum), zo stag ouzh proviñs Groningen.

Bigi-treizh a zo da vont d'an inizi. E Flylân ha Skiermûntseach n'eus nemet tud an inizi a c'hall mont gant o c'harr. Etre an inizi ez eus tachennoù traezhek bras evel Noorderhaaks, Griend ha Engelsmanplaat.

Pennadoù all[kemmañ]

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.