Inizi Maloù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Inizi Falkland)
Inizi Maloù
Tiriadoù Tramor Breizh-Veur
Rann eusSuamerika Kemmañ
Deiziad krouiñ3 Gen 1833 Kemmañ
Anv ofisielFalkland Islands, Islas Malvinas Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg Kemmañ
Kan broadelGod Save the King Kemmañ
Sevenadursevenadur an Inizi Maloù Kemmañ
KevandirSuamerika Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-bennStanley Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−03:00 Kemmañ
War riblMeurvor Atlantel Kemmañ
Lec'hiadurInizi Maloù Kemmañ
Territory claimed byRouantelezh-Unanet, Arc'hantina Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°43′48″S 59°13′12″W Kemmañ
Office held by head of statemonark ar Rouantelezh-Unanet, gouarner Kemmañ
Penn ar StadCharles Kemmañ
Korf lezenniñLegislative Assembly of the Falkland Islands, Legislative Council of the Falkland Islands Kemmañ
Devezh-gouel14 Mezheven Kemmañ
MoneizLur an Inizi Maloù Kemmañ
A zo stok ouzhtalvoud ebet Kemmañ
Driving sideKleiz Kemmañ
Seurt lugell dredanBS 1363 Kemmañ
Yezh implijetsaozneg Kemmañ
Banniel (deskrivadur)banniel an Inizi Maloù Kemmañ
Ardamezioùardamezioù an Inizi Maloù Kemmañ
Domani internet.fk Kemmañ
Rummad tostCategory:Falkland Islands-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezekonomiezh an Inizi Maloù Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.falklands.gov.fk Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Falkland Islands Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+500 Kemmañ
Kod plakenn varilhFX Kemmañ
Maritime identification digits740 Kemmañ
Arouezenn Unicode🇫🇰 Kemmañ
Map

Inizi Maloù (Falkland Islands d'ar saoznegerien hag Islas Malvinas d'ar spagnolegerien) a zo unan eus Tiriadoù Tramor Breizh-Veur, dezhañ Tiriadoù tramor Inizi Falkland (Overseas Territory of the Falkland Islands) da anv ofisiel. Stanley eo ar gêr-benn. Dindan 12 000 km² strewet etre meur a enezenn bras ha bihan ez eus 3 000 annezad o chom pell a-walc'h eus daou gevandir : Suamerika 480 km er c'hornôg hag Antarktika e 900 km er Su.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spurmantet e oa bet an inizi gant merdeerien Bro-Spagn e 1520 pa vez meneget inizi war ar c'hartennoù spagnat da-c'houde. Adkavet ez int bet un tamm gant Sebald de Weert, ur merdeer izelvroat e 1600 a embannas e kouezhe an inizi e kerzh e vro. Merdeerien Sant-Maloù a zeuas goude hep en em staliañ da vat eno. E 1690, ar merdeer saoz John Strong ne c'hellas ket tizhout aodoù Arc'hantina hag e tizoloas ar ganol-vor etre an div enez pennañ. An anv roet d'ar ganol-vor, Falkland, en enor ar 5vet Kont Falkland, hemañ arc'hantaer ar veaj, a voe roet ivez d'an enezeg a-bezh gant ar Saozon.

E 1764 e teuas ar merdeer gall Louis Antoine de Bougainville hag e stalias ur c'hamp anvet Port-Louis en enez pennañ er Reter. E penn ar bloaz 1765 e tizoloas ar moraer saoz John Byron lodennoù an enez kornôg hep gouzout tra eus staliadur ar C'hallaoued hag e embannas kerzh ar Roue saoz George III war an inizi. E 1766 e teuas ar Spagnoled evit skarzhañ ar 115 trevadenner gall kuit. Sevel a reas ar gouarner ur chapel dediet da Itron Varia an Digenvez (Soledad), met ne chomas ket trevadennerien spagnat goude 1811.
E 1816 e teuas da vezañ Arc'hantina ur stad dizalc'h hag e embannas e 1820 he gwirioù. Kas a reas trevadennerien e 1826, met distrujet e voe ar staliadur gant ar Stadoù-Unanet diwar abegoù o tennañ da chaseal ar reuniged. O vezañ m'he doa kaset Arc'hantina ur gouarner all e tistroas ar Saozon e 1833 hag e kemerjont an enezeg ken ne voe miret gant Arc'hantina nemet e-pad un prantad berr.
E 1914 e oa bet un emgann war vor etre morluioù saoz hag alaman.

E 1982 e tivizas diktatourien Arc'hantina adkemer an enezeg, met goude daou viz e voent trec'het gant morlu Breizh-Veur. Sellout ouzh Brezel an Inizi Maloù (1982).

E miz Meurzh 2013 e oa bet dalc'het ur referendom en enezeg evit gouzout hag-eñ e felle d'an dud chom gant ar statud tiriad tramor Breizh-Veur. 90,8% eus an dud o deus kemeret perzh er vot, 1 vot didalvoud a zo bet, 99,8% o deus votet ya, ha 0,2% nann (3 mouezh). N'eo ket bet degemeret an disoc'h gant Arc'hantina.

Iliz-Veur Stanley

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

3 060 a annezad a oa e 2005.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]