Inizi Desventuradas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Inizi Desventuradas.

Un enezeg eus Chile eo an Inizi Desventuradas.

An Inizi[kemmañ]

Kentañ Europiz[kemmañ]

Ar moraer portugalat Fernão de Magalhães, a greder, an hini e voe an Europad kentañ o gweladennas en 1520 p'edo war e hent trema ar C'hornôg.
Kement ha "reuzeudik" e talv Desventuradas e galizeg ; anvet e vijent bet evel-hen abalamour ma oa berr ar boued gant Magallanes pa deuas e-maez strizh-vor Todos los Santos, ha pa welas e oant didud ha dic'hlazur e roas an anv-se dezho.


D'an 8 a viz Du 1574, da lavarout eo pevar bloaz ha hanter-kant goude ma voe dizoloet kreisteiz Chile gant Fernando de Magallanes, ha nav bloaz ha tregont goude ma voe gweladennet an hanternoz anezhi gant Diego de Almagro, e teuas ar sturier spagnol Juan Fernández da gavout an inizi San Félix ha San Ambrosio, anavezet ivez evel an Inizi Desventuradas.
C'hwezek deiz goude, pa oa o verdeiñ trema'r c'hreisteiz, e tizoloas Juan Fernández an enezeg anvet diwar e lerc'h, an Inizi Juan Fernández, enni an inizi Más a Tierra (hiziv Róbinson Crusoe), Santa Clara ha Más Afuera (hiziv Alejandro Selkirk).