Inizi Crozet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Inizi Crozet

Inizi Crozet zo un enezeg e Meurvor Indez, perc'hennet gant Bro-C'hall. Bez' ez int unan eus pemp distrig Tiriad Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Dizoloet e oant bet er bloaz 1772 gant Nicolas Thomas Marion-Dufresne. E eilkabiten, Julien Crozet, ur Breton ganet e Porzh-Loeiz, eo a zouaras evit kemer an inizi en anv roue Bro-C'hall, setu perak e voe anvet Enez ar Berc'hennidigezh (Île de la Possession) an enez-se. James Cook eo a roas diwezhatoc'h an anv "Crozet" d'an inizi-se.

Pemp enezenn zo:

Enezenn pe stroll Gorread
(km²)
Lec'h
uhelañ (m)
Kenurzhiennoù
Stroll ar c'hornôg
Enez ar Moc'h 67 Mont Richard-Foy (770) 46°06′S 50°14′R / -46.1, 50.233
Enez ar Pengouined 3 Mont des Manchots (340) 46°27′S 50°23′R / -46.45, 50.383
Inizigoù an Ebestel (1) 2 Mont Pierre (289) 45°58′S 50°27′R / -45.967, 50.45
Stroll ar reter
Enez ar Berc'hennidigezh 150 Pic du Mascarin (934) 46°24′S 51°46′R / -46.4, 51.767
Enez ar Reter 130 Mont Marion-Dufresne (1 050) 46°26′S 52°18′R / -46.433, 52.3
Inizi Crozet 352 Mont Marion-Dufresne (1 050) 45°57' da 46°29'S
50°10' da 52°19'E

(1) Stroll div enezenn (Grande Île ha Petite Île) hag 20 karreg bennak.