Inis Trá Tholl

Eus Wikipedia
An tour-tan en Inis Trá Tholl. En diabell e weler Cionn Mhálanna, war an douar-bras

Inis Trá Tholl (Inishtrahull e saozneg) zo un enezenn eus Iwerzhon, e kontelezh Dún na nGall, dirak Cionn Mhálanna. Al lodenn norshañ eus Iwerzhon eo, ma lakaer a-gostez karreg Rocabarraigh hag a zo pelloc'h c'hoazh en donvor.

War-hed 10 kilometr emañ diouzh an douar-bras. En em astenn a ra war 34 hektar : 1,3 km a-hed, a reter da gornôg, ha 480 metr a-led. Tapout a ra betek 41 metr a uhelder en he foent uhelañ. En tu kornôg dezhi ez eus un tour-tan 23 metr uhelder, ma oa gwarded betek 1989. Bremañ ez eo didud an enezenn, met betek 1929 e oa tud o vevañ enni. Er bloavezh-se e oant bet kaset holl d'an douar-bras.