In the Chapel in the Moonlight

Eus Wikipedia

In the Chapel in the Moonlight zo ur ganaouenn saoznek, savet (son ha ton) e 1936 gant an arzour stadunanat Billy Hill (1899-1940), hag a voe sonet gant Shep Fields (1910-1981) hag e laz-seniñ[1] evit ar wech kentañ.

Kanet e voe adarre e 1954 gant Kitty Kallen, ha sevel a reas betek an niverenn 4 er Billboard magazine ha niverenn #5 er c'h-Cash Box magazine[2].

Kalzik a ganerien o deus kanet ar ganaouenn-se a rae berzh, evel Dean Martin, a voe #25 er Billboard Hot 100 e 1967. Kanet e voe ivez gant The Bachelors e 1965. Klevout a c'haller anezhi en ur bladenn gant ar strollad sonerien suis heavy metal Celtic Frost en o albom Into the Pandemonium e 1987.

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oa bet e galleg gant Henri Varna (1887-1969) ha Léo Lelièvre (1872-1956) — La chapelle au clair de lune an titl anezhi — e 1937, ha kanet gant tud a bep seurt, evel :

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]