Imre Nagy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Imre Nagy

Imre Nagy (en hungareg: Nagy Imre, LFE: [ˈnɒɟ ˈimrɛ]) a oa ur politikour hungarat, armerzhour war al labour-douar, ganet d'ar 7 a viz Mezheven 1896 e Kaposvár. Prezidant ar C'huzul e oa pa zeuas tre lu URSS en Hungaria evit an eil gwezh (4 Du 1956), hag e penn ar stourm enepkomunour e oa. Prizoniet e voe gant ar Soviediz ha lakaet d'ar marv d'ar 16 a viz Mezheven 1958 e Budapest. Diwar an deiz-se eo deuet da vout un haroz broadel.

E vuhez[kemmañ]

Soudard e oa bet en arme aostrian e-pad ar brezel bed kentañ, ha prizoniet e 1915 ha kaset da Irkoutsk. Eno e teuas da vout marksour hag emezelañ a reas er Stollad Komunour Rus e 1917 ( POSDR(b) e anv neuze) ha stourm a reas en Arme Ruz e-pad ar brezel diabarzh.

Distreiñ a reas da Hungaria e 1921 met e 1927, pa oa troet ar gouarnamant da rustaat,e kavas gwell tec'hel da Vien, hag alese, e 1930, da Voskou.


Hiriv[kemmañ]

Goude emdroadur 1989 e voe adsavet enor Imre Nagy en ofisiel gant Hungaria ha d'ar 16 a viz Mezheven, un tamm a-raok marv e enebour János Kádár, e voe graet obidoù broadel dezhañ, evel ma veze goulennet abaoe 1988 gant studierien Budapest ha gant Viktor Orbán, deuet da vout ministr-prezidant.

Film[kemmañ]

  • L'homme sans sépulture (an den hep bez ebet), ur film savet gant Marta Meszaros, 2005