Imre Kertész
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Imre Kertész zo ur skrivagner hungarat ganet e Budapest d'an 9 a viz Du 1929.
Bac'het e voe e kampoù nazi Auschwitz ha Buchenwald etre 1944 ha 1945.
Dezrevelliñ a ra e vuhez en ul lodenn vat eus e oberennoù. En o zouez emañ Kaddis a meg nem született gyermekért (Kadish evit ar bugel na vo ket ganet).
Aet eo gantañ priz Nobel al lennegezh e 2002 (Kentañ Hungarad loreet).