Impalaeriezh toukouleur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Diazezet e oa bet an Impalaeriezh toukouleur (pe Impalaeriezh haalpulaaren diouzh o anv-i) en XIXvet kantved gant El Hadj Oumar Tall, eus kenel an Doukouleured, en ul lodenn eus Mali bremañ.

E 1836 e teuas Oumar Tall en-dro eus ur birc’hirinded e Mekka, titlet El Hadj ha Kalif eus an disivoud Tidjania evit Soudan. Goude bezañ bet o chom e Fouta-Toro (Senegal bremañ), ez eas d’e vro c’henidik, Fouta-Djalon, e Ginea bremañ. Ac’hano e teraouas e zjihad (brezel santel) e 1850.

Ne zeuas ket a-benn da drec’hiñ arme drevadennel Frañs, ha goude c’hwitadenn seziz kreñvlec’h Medina e miz Gouere 1857, e tilec’hias e impalaeriezh war-du ar reter e-ser tagañ ar rouantelezhioù Bambara. Aloubet Segou gantañ, e reas kêr-benn e impalaeriezh eus ar gêr-mañ, ha lezel an dorn d’e vab Ahmadou Tall bloaz diwezhatoc’h evit mont da aloubiñ Hamdallaye, kêr-benn Impalaeriezh peul Makina anezhi. Trec’het e vo en ur glask aloubiñ Tombouktou, ha mont da repuiñ da zDegembere, tost da vBandiagara. Mervel a reas e 1864 e tarzhadenn e bourvezioù poultr.

Dont a reas e niz Tidiani Tall a-ziwar e lerc’h, hag hemañ a ziazezas kêr-benn an Impalaeriezh Toukouleur e Bandiagara.

E Segou e kendalc’has Ahmadou Tall da ren, met sevel a reas bec’h etre e vreudeur hag eñ. E 1890 e teuas ar Frañsizien a-benn da aloubiñ Segou dre gevrediñ gant ar Vambaraed. Ret e voe da Ahmadou tec’hel da Sokoto, e norzh Nigeria. Evel-se ez echuas an impalaeriezh.

Gwelet ivez[kemmañ]