Impalaeriezh c'halian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Imperium Galliarum
Impalaeriezh c'halian
Vexilloid of the Roman Empire.svg
260 – 274 Vexilloid of the Roman Empire.svg
Location of Impalaeriezh c'halian
Kêr-benn Colonia Agrippina
Yezh(où) Latin
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh 260
 - Adaloubet gant an Impaleriezh Roman 274
Moneiz Postumus, an impalaer galian kentañ].

An Impalaeriezh C'halian (e latin, Imperium Galliarum) eo an anv a vez roet hiziv d'ar rouantelezh dizalc'h a badas eus ar bloaz 260 betek 274, e-pad Enkadenn an Trede Kantved en Impalaeriezh Roma.

En em zisrannet e oa proviñsoù Galia, Britannia, hag Hispania, ha Baetika er c'hreisteiz. Kregiñ a reas an enkadenn pa voe prizoniet an impalaer Valerian gant ar Bersed, ha pa chomas e vab Gallienus e-unan er galloud. Gouarnerien e Panonia en em savas a-enep a galloud-kreiz, ar pezh a redias an impalaer da vrezeliñ war ribl an Danav ha da lezel Postumus, gouarner Germania Superior ha Inferior.

Hêr an impalaeriezh Saloninus a chomas gant prefed ar bretoridi, Silvanus, e Köln ma tleje bezañ bet e surentez. Goude un nebeud trec'hoù a-enep ar C'hermaned, avat e kemeras Postumus Köln hag e embannas e oa impalaer.

En Augusta Trevivorum e lakaas e gêr-benn. Krouiñ a reas ur sened gant koñsuled dilennet hag ur ward bretorian.

Muioc'h eget un arouez eus ar rouestl a rene en impalaeriezh roman e oa an impalaeriezh c'halian. Diskouez a ra bezañs un identelezh proviñsel oc'h enebiñ ouzh ar romanitas, spered-korf al lejionoù ha galloud an noblañs lec'hel. Kammamzeriek e vefe gwelet enni un doare "broadelouriezh c'halian". Postumus a zisklêrie e oa e vennozh nemetañ gwareziñ galia diouzh ar C'hermaned.

Listenn an impaelerien c'halian[kemmañ]

Dre o voneizioù dreist-holl e anavezer anv an impalaerien roman.