Impalaeriezh C'hall Kentañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An impalaeriezh en he barr e 1812
(e glas-teñval : Bro-C'hall ; e glas-sklaer :
an tachennoù dindan Vro-C'hall)

An Impalaeriezh c'hall kentañ eo ar renad a voe savet e Bro-C'hall gant Napoleone Buonaparte evit kemer lec'h ar Goñsuliezh. Kregiñ a reas d'an 18 a viz Mae 1804 (ur senatus-consulte a ra eus Napoleon Buonaparte « impalaer ar C'hallaoued ») ha diskaret e voe e 1814 (Dilez Napoleon Bonaparte ha dilec'h da enez Elba). Kemeret e voe e lec'h gant an Adaozadur kentañ, troc'het gant prantad ar C'hant-Devezh, eus an 20 a viz Meurzh d'an 22 a viz Even 1815.

Hollvouezhiadeg ar 6 a viz Du 1804 a gadarnaas savidigezh ar c'hentañ impalaeriezh. Napoleone Buonaparte a voe kurunet gant ar pab Pius VII en iliz-veur Intron-Varia Pariz, d'an 2 a viz Kerzu 1804.