Impalaerez Brazil

Eus Wikipedia

E-keit ma padas Impalaeriezh Brazil (1822-1889), e voe peder impalaerez Brazil.

  1. Ar gentañ, Maria Leopoldine Aostria, eo an hini nemeti a gemeras perzh e politikerezh he bro nevez, ha rejantez e veze zoken pa veze he fried Pedro Iañ Brazil, o redek ar bed, ha keloù a gase d'he zad, Franz Iañ Aostria, eus darvoudoù Brazil.
  1. War-lerc'h Leopoldina, e renas Amélie von Leuchtenberg, met ne voe ket pell e karg. Gant he fried Pedro Iañ e tistroas da bortugal, goude dezho dilezel ar gurunenn, da vont da stourm evit gwirioù e verc'h Maria II Portugal.
  1. An trede impalaerez e oa Teresa de Bourbon-Div Sikilia, a voe didrousoc'h e bed ar politikerezh, bepred e veze gant he fried, Pedro II, ha ne gomzas ket nemeur en hec'h harlu. O merc'h, Isabel do Brasil, ne savas morse war dron Brazil, abalamour ma voe embannet Republik Brazil e 1889, goude ma oa bet rejantez an Impalaeriezh dre deir gwech, ha dreist-holl pa voe lakaet fin da sklaverezh e Brazil.

Impalaerezed Brazil – Tiegezh Bragança[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Adal Betek Tiegezh orin Pried da Merc'h da
1 Maria Leopoldina Aostria
7 a viz Gwengolo 1822 11 a viz Kerzu 1826 Tiegezh Habsburg (Aostria) Pedro Iañ Brazil Franz Iañ Aostria ha Maria Teresa di Borbone-Napoli.
2 Carlota Joaquina de Borbón
29 a viz Eost 1825 10 a viz Meurzh 1826 Tiegezh Bourbon (Spagn) João Iañ Carlos IV ha Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma.
3 Amélie von Leuchtenberg
2 a viz Eost 1829 7 a viz Ebrel 1831 Tiegezh Beauharnais (Bro-C'hall) Pedro Iañ Brazil Eugène de Beauharnais hag Auguste Bavaria.
4 Teresa Cristina an Div Sikilia
30 a viz Mae 1843 15 a viz Du 1889 Tiegezh Bourbon (Rouantelezh an Div Sikilia Pedro II Brazil Francesco Iañ an Div Sikilia ha María Isabel Spagn.

Impalaerez titlet Brazil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre Feur-emglev Rio de Janeiro (1825), entre Portugal ha Brazil e 1825, a lakeas fin da Brezel Dizalc'hted Brazil, e voe anavezet emrenerezh ar vro, met miret e oa an titl imperador titular do Brasil evit João VI , a oa Roue Portugal. E bried eta, Carlota Joaquina de Borbón, a oa neuze imperatriz titular do Brasil. Pa varvas he fried, seizh miz goude, e kollas Carlota he zitloù, hini kurunenn Portugal evel hini Brazil, evit bout rouanez-vamm hag impalaerez-vamm.

Evezhiadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma he devije asantet merc'h henañ Pedro II, Isabel do Brasil, kemer ar gurunenn, ha hi priñsez impalaerel Brazil en amzer ma voe embannet ar Republik, e vije deuet da vout impalaerez Brazil, rak an titl a zo bet roet da genseurtez an impalaer ha da penn ar stad en impalaeriezh.