Imbrian Izel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eon Hadeeg

BifEZ.jpg

Kripteg
Strollad Diazoù
Nektareg
Imbrian Izel

Ar maread imbrian izel eus istor douarouriel al Loar en em astenn eus 3 850 milion a vloavezhioù 'zo betek 3 800 milion a vloavezhioù 'zo, e fin ar vombezadeg vras. E deroù ar maread-hont e c'hoarvezas ar stokad bras a gleuzias Mor ar Glavioù pe Mare Imbrium a denn e anv anezhañ. Ar morioù bras arall eus an tu hewel eus al Loar a voe furmet d'ar maread-hont, ivez, ha leuniet e voent gant bazalt er maread war-lerc'h : an Imbrian Uhel.

Marevezhioù eus Skeul amzervezhioù loarel :
Raknektareg - Nektareg - Imbrian Izel - Imbrian Uhel - Eratostenian - Kopernisian