Imbourc’h
Imbourc'h zo anv ur gelaouenn vrezhonek krouet en 1969 gant Youenn Olier, deuet da vezañ un ti-embann kristen diwezhatoc'h.
An Ti embann a zo bet krouet gant Youenn Olier e miz Kerzu 1969 goude ma
Taolenn |
[kemmañ] Istor
O paouez bezañ skarzhet eus Emsav Stadel Breizh (ESB) e oa Youenn Olier e 1969. Fellout a rae dezhañ sevel ur strollad all hag ur gelaouenn all e doare ESB hag Emsav.
Pa deuas er-maez ar gelaouenn Imbourc'h e miz Kerzu 1969 ne oa kaoz ebet a di-embann nag a relijion c'hoazh, met mouezh ur strollad nevez, Emsav ar Bobl Vrezhon, e oa. Tennañ a rae an anv d'ur strollad berrbad all, Emsav Pobl Vreizh, a oa bet krouet gant Youenn Olier e deroù ar bloavezhioù 1950.
[kemmañ] Ar Gelaouenn
Kelaouenn led kefridiel Emsav ar Bobl Vrezhon, ha Skol An Emsav e voe. Ar framm politikel EPV ne badas ket met ar framm sevenadurel pe "ar stourm evit ar yezh", SAE, a chomas hag he folitikerezh a veze displeget er gelaouenn. Skol an Emsav a oa ur skol eta : a-raok mont d'ar bobl (mare hippied 1968 e oa c'hoazh) e oa ret diorren ar yezh, sevel ur rouedad skolioù noz ha dre lizher, stummañ ur vegenn a vo prientet evel-se tamm ha tamm da gemer intrudu a-benn sevel ar gevredigezh vrezhonek arnevez. Kement-se a vez displeget a-hed pajennoù ar gelaouenn viziek, a oa er vent A4.
Goude Emvod-veur Gwengamp Skol An Emsav e 1974 e kollas Youenn Olier ha Paol Kalvez renerez an aozadur hag e voe kemmet krenn neuze spered ar gelaouenn, da-heul ur seurt emzezrann : neuze e voe kemmet ment ar gelaouenn (stumm A5 adalek neuze) hag e talc'has gant he spered broadelour met dave a reas ivez war-eeun d'ar feiz kristen ha da gelennadurezh an Iliz dre vras. Embann a reas kalz oberennoù katolik : troidigezhioù peurvuiañ evel Sin An Templ ha Karantez eo Doue (troet o-daou gant Maodez Glanndour), Gourbannoù Sant Eosten (tr. gant Jil Ewan), Ofis al lennadennoù (tr. gant Klerg). Deizlevr Youenn Olier etre 1945 ha 1967 a voe embannet ul levrenn anezhañ bep bloaz. Betek 2001 e teuas argelaouenn er-maez bep miz, ar pezh a ra 400 niverenn bennak en holl. Abaoe e vez embannet Kannadig Imbourc'h e plas ar gelaouenn 'Imbourc'h.
Moulet e voe ar gelaouenn gant he rener e-pad 35 bloaz en e gav, er straed Burloud e Roazhon. Moulañ ar pajennoù, o dastum hini hag hini en dro d'an daol sikouret gant e vugale, krafennañ pep skouerenn, kas anezhe dre ar post : pep tra a veze graet en un doare artizanel. Ar goloioù hag ar skeudennoù a gaver e gelaouenn a veze treset gant e wreg Annaig Couée, a sine "Juliana Broc'han".
[kemmañ] An Ti-Embann
Meret e oa gant "Keneiled Imbourc'h" betek 2001 ha meret eo bremañ gant Emglev An Tiegezhioù. E 2004 e oa bet adembannet romant pennañ Youenn Olier, Enez ar Vertuz[1], e 2008 Danevelloù Yann Mikael An Emgav Chanter, E 2010 Ul levrig oferenn ha pedennoù evit an tiegezh. Dasparzhañ a ra ivez embannennoù An Tour Tan, Barr Heol, ha Liderezh an Eurioù, a zo lodenn gentañ ar brevial e brezhoneg troet pizh diwar al latin : 1200 p. war baper bibl.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Enez ar Vertuz, 650 p., 2004