Iliz Uhel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

En anglikanegezh hag en Ilizoù protestant all, an Iliz Uhel a ya da envel un emsav mennet da ziorren al liderezh hag ar benngredenn en Ilizoù protestant evit tostaat anezhe d'an Iliz katolik. Graet e vez a-wezhioù Saoz-ha-Katolik eus izili an emsav relijiel-se. Kreñv eo bet e levezon peurgetket en Emsav Oxford kaset en-dro gant Edward Bouverie Pusey, John Henry Newman ha John Keble.