Iliz Santez Jenovefa Lokeored

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Iliz Lokeored, an Dreinded

Iliz Santez Jenovefa Lokeored zo dreist dre he zour-iliz savet e stumm gotek, enni ur gambr ar c’hleier, mentoù bras dezhi.

Diabarzh an iliz koulskoude zo dreistoc’h c’hoazh gant he delwennoù.

War ur c’hloc’h e weler an enskrivadur-mañ :

Iliz Lokeored

Er Bloavezh 1882
Ez on bet benniget evit iliz Lokeored gant an Aotrou Loeiz Adrien, Person Kommanna, skoazellet gant Aotrounez Pêr Kerydell, Person ar barrez ha Yann Quillivere, Kure.
Anvet on bet :
Kaourintina Marc’harid
Paeron : Kaourintin Derrien ;
Maeronez : Marc’harid Menez ;
An Aotrou Loeiz Tournel a oa maer.
Bollee hag e vibien, teuzerien er Mans.