Ijinerezh aeregorel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An ijinerezh aeregorel eo ar skourr eus an ijinerezh e-lec'h ma vez lakaet asambles ijinerezh an aerlistri pe aerlestrerezh hag hini an egorlistri pe egorlestrerezh.

Gantañ e pleder gant :

  • Aerodinamik - studi al fluidennoù en-dro d'an askelloù ha lodennoù all an aerlistri dre ribouloù-avel
  • Poulzerezh - studi an energiezh a zo ezhomm diouti evit kas al listri en aer pe en egor.
  • Kontroll an dinamik-nijal.
  • Studi ar strukturoù evit ma vo gouest al listri da herzel ouzh an nerzhioù enep.
  • Studi an danvezioù implijet hag ijinañ reoù nevez gant barregezhioù dibar.

Diazezet eo ar skiantoù-se war skourr an fizik damkanel anvet mekanikerezh ar fluidennoù. Koulskoude e vez graet arnodoù dre skiant-prenet war patromoù bihan o skeul pe brototipoù. Esaet e vezont pe er ribouloù-avel pe en aergelc'h digor. Muioc'h-muiañ e vez implijet drevezerien evit berraat an esaeoù war danvezioù pe listri fetis.