Iduned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iduned (sant))
Delwenn da Sant Iduned en iliz Kastellin.

Iduned pe Izuned a oa ur manac'h brezhon hag un diagon hag a veve er VIIvet kantved. Deuet e oa da Vreizh da vevañ. E Kastellin e oa o chom, e peniti Lok-Iduned, marteze. Hervez lod e oa diskibl da sant Samzun, hervez lod all da Wennole, saver abati Landevenneg.

Patron Kastellin, Pleiben ha Pluzuned eo bet lakaet. Ne chom roud all ebet eus e vuhez.

Anv-badez brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv-badez peuzankouaet eo Iduned ivez.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]