Idriss Déby Itno

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Idriss Déby Itno

Idriss Déby Itno (ganet e Fada e 1952) eo Prezidant Republik Tchad. Kenlabouret en deus gant ar prezidant kent Hissène Habré betek ma savas dizemglev etreze e 1989. D'ar c'houlz-se ec'h eas kuit Idriss Déby da Libia ha da Soudan ma krouas e strollad politikel : an MPS (Mouvement Patriotique du Salut). Trec'h e voe e arme ouzh hini Hissène Habré ha dont a reas tre e Ndjamena, kêrbenn ar vro, e miz Kerzu 1990. Lakaet e voe Déby da brezidant neuze. Dilennet eo bet goude-se e 1996, 2001, 2006 ha 2011.

Brahim Déby, Unan eus mibien Idriss Déby, zo bet lazhet e Courbevoie (Bro-C'hall) d'an 2 a viz Gouere 2007.