Ibaizabal

Eus Wikipedia
Ar pont Astola war ar stêr Ibaizabal, en Abadiño.

Ar stêr Ibaizabal (eus ibaia, stêr, zabal, ledan) zo ur stêr eus Bizkaia en Euskal Herria.

Red[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra ar stêr Ibaizabal e-lec'h ma emgav harzoù Bizkaia, Araba ha Gipuzkoa, nepell diouzh Elorrio, eus kengej meur a froud diskennet eus ar menezioù Anboto hag Udalaitz, en Aradennad Kantabrek. Ibaizabal a lavarer eus ar stêr adalek kember ar stêrioù Zumelegi hag Arrazola, e traonienn Axpe Achondo. Redek a ra trema'r gwalarn dre traoienn Ibaizábal, ha treuziñ an Durangaldea. E Basauri e kember gant an Nerbioi. Alese e redont betek Bilbo ma krog aber an Ibaizabal, anvet ivez aber Bilbo, ha mont d'en em deurel er Mor Kantabrek. .

Adstêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Arrigorriaga
Kember hag aber ar stêrioù Nervion et Ibaizabal

Hervez ar bobl eo an Ibaizabal eo brasañ adstêr an Nerbioi, en e lez dehoù. Hervez douaroniourien zo avat eo an Ibaizabal eo ar stêr bennañ, hag an Nerbioi an hini zo adstêr dezhañ en e lez kleiz, hag hennezh eo an doare ofisiel .

Adstêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede adstêrioù an Ibaizabal, a-raok kemberiñ gant an Nervion :

  • Zumelegi (gwelet evel ar stêr bennañ alies).
  • Arrazola.
  • courant Mendiola en Abadiano.
  • Zaldúa.
  • Mañaria.
  • gwazh Oiz en Iurreta.
  • gwazh Orozketa.
  • gwazh Bernagoitia.
  • gwazh Orobio.
  • gwazh Euba.
  • gwazh Larrabide.
  • gwazh Artzagana.
  • gwazh Larrea.
  • gwazh Arratia, après avoir reçu les sous-affluents :
    • gwazh Alzusta.
    • gwazh Ibarguen.
    • gwazh Uribe.
    • gwazh Arteaga.
    • stêr Dima.
    • gwazh Iurrebaso.
  • gwazh Bedia.
  • stêr Larrabetzu.

Setu an adstêrioù en aber:

  • gwazh Buya.
  • Rivière Kadagua, qui reçoit les sous-affluents :
    • gwazh d'Otxaran.
    • Rivière Artxola.
    • gwazh Ganekogorta.
  • Rivière Asua, qui reçoit les sous-affluents :
    • gwazh Derio.
    • gwazh Loiu.
  • Rivière Galindo, qui reçoit les sous-affluents :
    • Mare.
    • Nocedal.
  • Rivière Gobela, qui reçoit les sous-affluents :
    • Eguzkiza.
    • Udondo.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]