International Board on Books for Young People

Eus Wikipedia
(Adkaset eus IBBY)

An International Board on Books for Young people, pe IBBY, zo un aozadur etrevroadel, e stumm ur rouedad izili, evit diorren al lenn levrioù e-touez ar vugale, ar re vihan pe ar re vras.
Savet eo bet e Zürich, e Suis, e 1953. Ouzhpenn 60 kevrenn vroadel zo dre ar bed.

Mennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mennadoù IBBY eo

  • diorren ar c'hengompren etrebroadel dre al lennegezh evit ar yaouankiz.
  • reiñ tu d'ar vugale da gavout levrioù a dalvoudegezh e pep lec'h
  • reiñ harp d'an embann ha d'ar skignañ levrioù a dalvoudegezh, ha dreist-holl er broioù o tiorren,
  • reiñ harp ha stummadur d'ar re a ra war-dro lennegezh evit ar yaouankiz,
  • broudañ ar glaskerien da studiañ al lennegezh evit ar yaouankiz.

Kevrennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gevrenn c'hall zo, diazezet e Pariz.

Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder c'hevrenn zo:

  • unan spagnolek : Organizcion Espanola Para El Libro Infantil y Juvenil (OEPLI)
  • unan euskarek: Galtzagorri Elkartea
  • unan c'halizek: Asociación Galega do Libro Infantil e Xuvenil (GALIX)
  • unan gatalanek: Consell Català del Llibre per a Infants i Joves ( CCLIJ)

2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gwengolo 2010 e oa bet ur c'hendalc'h gante e Santiago Galiza, ha kaoz eno eus minorelezhioù. Komzet o doa ar C'hallaoued eus minorelezh an dalled a gomz galleg, yezh ofisiel nemeti o bro, ha Fina Casalderrey, Manuel Rivas, Mariasun Landa eus al lenn en o yezhoù.

Ur statud ofisiel en deus IBBY en UNESCO hag en UNICEF, en he c'harg emañ difenn al levrioù evit ar yaouankiz en aozadurioù-se. Klotañ a ra tachenn-labour ha pal an IBBY gant sturiennoù an Emglev Etrevroadel evit gwirioù ar vugale, hervez ma'z eo bet degemeret gant ar Broadoù -Unanet e 1990..

Kendalc'hoù daouvloaziek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep daou vloaz e vez d'ur skourr aozañ ar c'hendalc'h etrebroadel:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]