Hywel fab Emyr Llydaw

Eus Wikipedia

Hywel fab Emyr Llydaw eo anv kembraek unan eus kompagnuned ar roue Arzhur hervez skridoù kozh Kembre. Mab e oa da Emyr Llydaw, roue Breizh.

Hywel/Hoel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hywel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Jafrez Menoe en e Historia Regum Britanniae e oa Hywel e-touez gwellañ kompagnuned Arzhur.

Hoel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan e anv 'Hoel' (anv latin ha brezhonek) e kaver Hywel fab Emyr Llydaw e darempred gant doareoù diwezhañ mojenn Tristan hag Izold e skridoù ar varzhed c'hall hag angl-norman evel Béroul ha Thomas o Brydain.

En o oberennoù eo poltredet Hywel/Hoel evel Dug Breizh ha tad Izold (Iseult), gwreg Trystan (Tristan pe Tristram). Hoel an hini a ro bod da dTrystan goude dezhañ bout harluet diouzh rouantelezh ar roue Marc'h (March ap Meirchion).

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag eo anv Hywel ouzh hini meur a sant er skridoù kozh, ma lavarer e oa bugale dezhañ ar sent-mañ :

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rachel Bromwich (ren.), Trioedd Ynys Prydein (Kerdiz, embannadur nevez 1991). p. 407-8.
  • Sir Paul Harvey ha J. E. Heseltine, The Oxford Companion to French Literature (Oxford, emb. nevez 1969). penn. 'Tristan and Isolde'.