Hyperion (Titan)
Hyperion, pe Hiperion, a oa un Titan, mab da Ouranos ha da c'h-Gaia.
Taolenn |
E anv [kemmañ]
E gregach eo Ὑπερίων / Hyperíôn hag e talv kement hag « an hini a ya war-benn (pe war-c'horre) ».
Ar mojennoù [kemmañ]
Gant e c'hoar Teia e c'hanas Helios, an Heol, Selene, al Loar, Eos, tarzh an deiz. Kement-se a zo bet kontet gant Hesiodos en e levr Teogonia.
Koulskoude, hervez Diodoros Sikilia, ne oa nemet un den ordinal deuet da vout roue an Atlanted dre zimeziñ gant e c'hoar Basilea, merc'h henañ Ouranos ha Gaia.
E vreudeur, an Ditaned, tud varvel anezho ivez d'ar c'houlz-se, a dage gant ar warizi o welet pegen brav ha pegen vertuzus e oa bugale Hiperion. Un deiz e teuas c'hoant dezhe da lazhañ Hiperion ha beuziñ Helios er stêr Eridan. Pa glevas Selene e oa bet lazhet he breur en em daolas diwar lein he falez gwer. Basilea a zeuas da vout foll hag a veze gwelet o kantren dre ar maezioù. Mont a reas diwar c'horre an douar pa glevas e oa deuet Helios ha Selene da vout doueed.
An heol [kemmañ]
An heol en-eeun eo Hiperion gant Homeros ha barzhed all a-raok Hesiodos . Neuze eo Euryphaessa eo anv e wreg.
El lennegezh [kemmañ]
Hiperion zo ivez:
- anv ur meurgan gant ar barzh saoz John Keats
- anv ur romant gant an amerikan Dan Simmons.