Hun Sen

Eus Wikipedia

Ne ouezer ket hag-eñ e oa bet ganet Hun Sen e 1950 pe 1952.

Pa oa 16 vloaz e oa aet gant tu Pol Pot. Unan eus pennoù e lu e oa pa oa bet argaset Phnom Penh e 1975. Gloazet e voe d'ar c'houlz-se.

E 1977 e tec'has kuit rak spontet e voe gant ar gwalleur kaset gant ar Ghmered ruz hervezañ.

Sikour a reas al lu Viêt Namat da zont tre er vro hag e 1979 e voe anvet Ministr an Aferioù Diavaez.

Da Gentañ Ministr Kambodja ez eas e 1985.