Houmous

Eus Wikipedia
Ur pladad houmous, gant eoul ha chug sitron.

Bez' ez eo ar houmous (Hommos) ur meuz kegin boutin er Reter-Tostañ. Yod piz-sisez ha tahine (yod sezam) a ya d'en ober. Skrivadurioù all zo evel hoummous, houmos, pe c'hoazh hummus (saozneg). Arabat drougveskañ gant ar ger humus hag a zo en douar.

Petra a zegas ar meuz-mañ ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En houmous ez eus piz-sisez, a zegas proteinoù plant d'hon magadurezh evel an holl leguminegi. Ar sezam-eñ a zegas unan eus ar vitaminoù pe trenkennoù aminek ret d'an den hag a vank en hon magadurezh, ar metionin.

Kalz a vreun a zo ivez er meuz-mañ, hag an druzoni zo dreist-holl mono-ansaturet.

Doare d'ober[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ober houmous e vez mesket ar yod piz-sisez gant an tahine, tahini, tehina gant eoul olivez, jug sitroñs ha kignen savet friket. Ret eo dont a-benn d'ober ur yodenn pe doazenn eouliek.