Hope Sandoval

Eus Wikipedia
Hope Sandoval

Hope Sandoval (24 a viz Even 1966 e Los Angeles) a zo ur ganerez hag ur sonazourez amerikan. Kanet he deus e meur a strollad, evel Opal, Mazzy Star ha Hope Sandoval & the Warm Inventions.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hope Sandoval a voe skoliataet e Mark Keppel High School. E 1986 e krouas gant Sylvia Gomez un daouad sonerezh folk anvet Going Home. Ur bladenn a voe enrollet gant ar produour David Roback, met ne zeuas ket er-maez. E dibenn ar bloavezhioù 1980 e labouras en-dro gant David Roback hag ivez gant Kendra Smith, hag asambles e savjont ar strollad Opal. E-pad ur sonadeg e Hammersmith (Rouantelezh-Unanet) e skarzhas kuit Smith eus al leurenn a-daol-trumm. Savet e voe neuze Mazzy Star, ur strollad sonerezh dream pop, ha Hope Sandoval a voe lakaet da ganerez ar strollad. Pladenn gentañ Mazzy Star, She Hangs Brightly he zitl, a zeuas er-maez e 1990. Ne reas ket berzh kement-se, met un diazez e voe evit a sell ouzh doare ar strollad da seniñ. Er c'hontrol e reas berzh ar strollad gant e eil pladenn, So Tonight That I Might See he zitl, bet embannet d'ar 5 a viz Here 1993. Skignet diehan e voe ar ganaouenn "Fade into You", tennet eus ar bladenn-se, gant MTV. Trede pladenn ar strollad, Among My Swan he zitl, a zeuas er-maez d'an 29 a viz Here 1996.

Goude Mazzy Star[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude 1996 e krogas Hope Sandoval da ganañ gant strolladoù liesseurt evel Air, Bert Jansch, Death in Vegas, Le Volume Courbe, Richard X, The Chemical Brothers, The Jesus and Mary Chain, Twilight Singers, Vetiver, ha Massive Attack.

Hope Sandoval & The Warm Inventions[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet he deus ivez ar strollad The Warm Inventions. Pladenn nemeti ar strollad, "Bavarian Fruit Bread", he zitl, a zo deuet er-maez e 2001. Damheñvel eo ouzh ar pladennoù all a zo bet graet ganti abaoe m'eo kroget da ganañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]