Hollrevelezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask



Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin..


Un termen o tennañ d'an revelezh denel eo an hollrevelezh hag a ra dave d'an dud na bilj ket dezhe termeniñ o revelezh hervez patromoù ar gevredigezh

Ur stad-den revel (pe "identelezh" revel) "queer" an hini eo kentoc'h evit un tuadur reizhel ez-resis.

Disheñvel eo an hollreviadezh diouzh an divrevelezh ha a ra dave d'unan bennak hag a gar ha/pe a glask kaout darempredoù gant poatred ha merc'hed.

En un daore ledanoc'h e talvez ivez da deskrivañ tud hag a gar tud, kizrevel, treuzrevel pe kizrevel hep ober an diforc'h kenetreze.

Gant tud zo e vez graet an diforc'h etre "hollreizhelezh" ha "hollrevelezh":

  • hollreizhelezh (saozneg: pansexual): obera ra dave an termen-mañ da Tuadur reizhel an dud, da lâret eo tud a gar pe ha/pe a glask kaout darempredoù reizhel gant tud all hep ober van d'o identelezh revel.
  • hollrevelezh (saozneg: pangender): ober a ra dave da dud na fell ket dezhe deskrivañ o stad-den revel hervez patromoù daouduel ar gevredigezh, da lâret eo pe evel paotred pe evel merc'hed. Evit lod e talvez bezañ liesrevel, da lâret eo gant meur a stad-den revel (pe identelezh revel) war un dro, hag evit lod all e talvez bezañ neprevel, da lâret eo hep rev resis ebet. Disheñvel eo diouzh an dreuzrevelezh rak ne fell ket d'an dud kemmañ o identelezh revel.


Gwelet ivez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.