Hoel III

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hoel III, a zlee bout dug Breizh en 1148, a oa mab d'an dug Konan III ha da Maud Bro-Saoz, a oa kont Naoned etre 1148 ha 1156.

E vamm a oa merc'h bastard d'ar roue saoz Herri Iañ, Pa oa an dug Konan III war e dalaroù ne fellas ket dezhañ anavezout e vab Hoel evel dug, dre ma vije bet mab bastard ,[1] hag e anavezas e vab-bihan Konan IV , mab d'e verc'h Berta Breizh ha d'he fried Alan Pentevr, kont Richmond. Lakaet e voe an dug bihan dindan evezh eil pried e vamm, Eudon de Porhoët.

Hoel avat a voe anavezet evel dug ha kont gant tud Naoned.
Tamallet e voe da Hoel gant Bernard of Clairvaux, bezañ kousket gant e c'hoar Berta .
Un nebeud kartaoù a sinas, met dilezel a reas an titl a zug. En 1154 e oa deuet Konan IV en oad da gemer ar gurunenn ha da stourm ouzh e leztad, a venne he mirout evitañ, hag en devoa graet emglev gant e eontr. Faezhet e voe Konan da gentañ ha mont a reas da repuiñ da Richmond, e Bro-Saoz. Hoel ivez a voe trec'het d'ar 16 a viz Kerzu 1154 e-kichen Reudied.

E 1156 e voe kaset Hoel kuit eus e gontelezh gant Naonediz, broudet gant kont Anjev, Jafrez VI, pe Geoffery FitzEmpress, breur yaouankañ Herri II , roue Bro-Saoz.

N'ouzer ket da biv e oa dimezet, met ur verc'h en doa, kregiñ a rae hec'h anv gant un O, badezet e voe d'an 13 a viz Eost 1149, ha mont a reas da leanez da Coët war lez al Liger.

Pegoulz e varvas Hoel, n'ouzer ket. Krediñ a ra lod ez eas da glask repu da abati La Melleray,


Gantañ e echuas lignez konted Kerne.


Notennoù[kemmañ]

  1. Brittany Genealogy extracted Feb 1, 2008