Hocus Pocus (strollad)
| Hocus Pocus | |
|
Hocus Pocus er festival Terres de Son, e Kastell Candé, d'an 13 a viz Gouere 2008.
|
|
|
|
|
| Bro Orin | Naoned, |
|---|---|
| Doare(où) | Rap, Hip-hop |
| Bloavezhioù oberiant | 1995 betek bremañ |
| Label(ioù) | On and On Records |
| Lec'hienn ofisiel | www.hocuspocus.fr |
|
|
|
| Izili | 20Syl DJ Greem David Le Deunff Antoine Saint-Jean Hervé Godard Matthieu Lelièvre |
| Izili bet er strollad | Cambia |
| kemmañ |
|
Hocus Pocus zo anezhañ ur strollad hip hop gallek gant levezonoù funk ha jazz. Genedik eo eus Naoned ha krouet eo bet e 1995.
Taolenn |
Buhezskrid [kemmañ]
E touez an izili e c'heller menegiñ daou MC, 20Syl ha Cambia, hag un DJ, DJ Greem.
An albom 73 Touches zo embannet en-dro e dibenn 2006 gant seizh titl ouzhpenn hag ar c'hlip "Hip Hop ?" savet gant Arthur King.
Embannet eo ar single Vocab! e Mae 2007, e lec'h m'emañ T Love ha The Procussions. O berzh bras eo Smile e dibenn 2007 e lec'h m'emañ Omar, un tennad eus o albom diwezhañ Place 54 deuet er-maez e miz Here 2007.
Pellaat a ra o albom 16 Pièces, deuet er-maez e 2010, diouzh ar rap old school a oa o stil en o albomoù kentañ, evit bezañ ur seurt rap jazz siouloc'h.
Brezhoneg [kemmañ]
Ar ger Naoned emañ er ganaouenn Place 54 (anvet diouzh an albom) evit komz deus o c'hêr.
O fladennrolladur [kemmañ]
Albomoù [kemmañ]
- Seconde Formule e 1998
- 73 Touches e 2005
- Place 54 e 2007
- 16 Pièces e 2010