Hipotaksis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

War dachenn ar yezhoniezh e implijer an termen hipotaksis (e saozneg: hypotaxis, diwar an henc'hresianeg υπό ypó; 'dindan; is' mui τάξη táksi; 'urzh') evit komz eus un urzhiad savadennoù yezhadurel ennañ kedrannoù gante bep ur c'harg heñvel an eil ouzh egile met gante ur pouez pe ur rol dizingal en ur frazenn, da skouer rol pouezusañ ar bennlavarenn e-keñver an islavarenn stag en ur frazenn gevrennek.

Keñveriet rol an anvioù-gwan er skouerioù-mañ:

"Elfennoù kimiek dañjerus"

Amañ eo diszingal pouez an daou anv-gwan dre ma tenn "kimiek" d'an anv-kadarn "elfennoù" keit ha ma tenn an anv-gwan "dañjerus" d'r rannfrazenn anv "elfennoù kimiek". Ul liamm dre skeul-renk ez eus etre an anvioù-gwan "kimiek" ha "dañjerus" er frazenn-mañ neuze evel-hen:

"[(Elfennoù kimiek) danjerus]"

Er frazenn-mañ da heul avat eo ingal karg bep anv-gwan ("klouar", "gleb", "teñvel") dre ma reont dave d'an hevelep elfenn:

"D'ar c'hwiled-du e plij dezhe lec'hioù klouar, gleb (ha) teñvel"

Gwelit ivez:[kemmañ]