Hilarius Gilges

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hilarius Gilges e 1930

Hilarius Gilges (28 a viz Ebrel 1909 e Düsseldorf - 20 a viz Even 1933), anavezet gant al lesanv "Lari" Gilges, a oa un dañsour stlakerezioù, aktor ha komunour alaman-afrikan. Drouklazhet e voe gant an nazied.

Buhez[kemmañ]

Unan eus an nebeud tud du o c'hroc'hen ha ganet en Alamagn a-raok ar Brezel-bed Kentañ e voe Hilarius Gilges. E vamm, Maria Stüttgen hec'h anv, a oa ul labourerez gwiad e Düsseldorf. Ne ouezer ket piv a oa e dad, marteze ur martolod Afrikan a laboure war ul lestr-stlej war ar Roen. Maria a zimezas gant Franz Peter Gilges en 1915, sed orin anv-familh Hilarius.

Gilges a voe savet e bed micherourien Düsseldorf hag ec'h emezelas er Yaouankiz komunour alaman e 1925 pe 1926.[1] Dont a reas da vezañ aktor er strollad c'hoariva komunour "Nordwest ran", renet gant Wolfgang Langhoff. E 1931 e voe harzet ha kondaonet da chom ur bloavezh-pad en toull-bac'h abalamour d'e vennozhioù politikel. Dieubet e voe e 1932 hag e stagas gant ar politikerezh en-dro.

Dimeziñ a reas gant Katharina Hubertine Laatsch (ganet Vogels), daou vugel a voe ganet.

Marv[kemmañ]

E penn-kentañ 1933 en em gavas an nazied e penn ar vro. Klask a reas Gilges kuzhat met diaes e voe dezhañ abalamour da liv e groc'hen. E miz Even 1933 e voe skrapet en e ranndi e distrig Altstadt e Düsseldorf. Jahinet ha lazhet e voe. Soñjal a reer e voe lazhet gant c'hwec'h ezel eus Gestapo pe SS. Memes goude diskar an naziegezh ne voe kondaonet den ebet.[1] E intañvez hag e vugale a zeuas a-benn da dreuzvevañ, marteze a-walc'h e voent sikouret gant o amezeien en Altstadt. E 1949 e voe roet 12 000 Deutschmark d'e wreg da zigoll.

Koun[kemmañ]

D'an 23 a viz Kerzu 2003 e voe anvet ur blasenn gant e anv gant ti-kêr Düsseldorf. E karter akademiezh arzoù-kaer Düsseldorf emañ ar blasenn. E 1988 e oa bet staliet c'hoazh ur blakenn-koun tamm-pe-damm el lec'h ma voe drouklazhet. Savet e oa bet gant Hannelore Köhler diwar c'houlenn skipailh mirdi kêr Düsseldorf.

Daveoù[kemmañ]

  • Clarence Lusane: The Historical Experiences of Afro-Germans, European Blacks, Africans, and African Americans in the Nazi Era. Routledge, 2002, ISBN 0-415-93121-5
  • Lothar Pützstück: „AfrikanerInnen in Deutschland und schwarze Deutsche – Geschichte und Gegenwart. Beiträge zur gleichnamigen Konferenz vom 13.-15. Juni 2003 im NS-Dokumentationszentrum Köln“. In: Marianne Bechhhaus-Gerst, Reinhard Klein-Arendt (Hrsg.): Begegnungen. Geschichte und Gegenwart der afriknisch-europäischen Begegnung. LIT Verlag, 2004

Notennoù[kemmañ]


Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.