Hilaeira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skrapadeg merc'hed Leükippos, gant Pieter Paul Rubens

Hilaeira (pe Ilaeira) a oa merc'h da Leükippos ha Filodike, ha belegez da Artemis. He c'hoar Foebe a oa belegez da Athena . O-div e oant kefrisaed da Lynkeüs an Argonaot ha da Idas, mibien Afareus. Wara seblant e oant kendirvi dezho. Hervez Paosanias koulskoude e oant merc'hed da Apollon.

Bamet e oa Kastor ha Polideukes gant kened an div c'hoar, ha skrapañ anezho a rejont d'o gwallañ. Pa glaskas an daou zanvez-pried saveteiñ ar merc'hed e voent lazhet o-daou, nemet gloazet e voe Kastor. Goulenn a reas Polideukes digant Zeus rannañ e zivarvusted gant e vreur.

Hilaeira a zimezas da Gastor, ha genel a reas ur mab anvet pe Anogon pe Anaxis.

Azeulet e oant e Sparta.

Lennadurezh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.