Hijama

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Hijama (حجامة en arabeg) a zo un diwadadenn. War a seblant e vez implijet e Bro Egipt dibaoe amzer ar Faraoned. En hadith e vez lavaret int bet kuzuliet gant Mohamet. Met hiziv an deiz e vez kendalc'het d'ober gantañ gant Mahomezhaned a zo. Evit se e vez implijet un doare gwerenn hag e vez lakaet un tamm paper enaouet ennañ ha goude lakaat ar werenn war ar c'hroc'hen, bet graet un ask dezhañ. A-drugarez d'ur vekanism fizik (An aer a vez lonket gant an tan hag e vez krouet un diwaskadenn) e vez sunet un tammig gwad dre an ask. Lod a lavar n'eo ket mat ober diwadadennoù met, iskis a-walc'h, e vez kinniget evit pareañ an hemokromatozenn gant medisined european a zo.