Hifikepunye Pohamba
Eus Wikipedia
Hifikepunye Lucas Pohamba (ganet d'an 18 a viz Eost 1935) zo ur politikour namibian ha prezidant ar vro abaoe 2005.
Kemeret en deus perzh e krouidigezh ar SWAPO (South-West African People's Organisation). Pa deuas Namibia da vezañ dizalc'h d'an 21 a viz Meurzh 1990 e voe lakaet Pohamba da vinistr an Diabarzh e gouarnamant ar prezidant kentañ, Sam Nujoma. Dilennet eo bet da brezidant Namibia e miz Du 2004 ha kemeret e garg d'an 21 a viz Meurzh 2005. Addilennet eo bet e 2009 gant 75,3% eus ar mouezhioù.
|
|
|||
|---|---|---|---|
|
|||