Hieronymus Cock

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hieronymus Cock, engravadur gant Hieronymus Wierix, 1572. Mirdi Boijmans Van Beuningen, Rotterdam

Hieronymus (Jérôme) Cock (Kock) (tro 15101570 e Antwerpen) a oa ul livour hag engraver flamank eus mare an Azginivelezh. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet mouller ha gwerzher stampennoù.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e voe Cock en ur familh arzourien. E dad, Jan Wellens de Cock[1] (tro 1480-1527), e anv, a voe e-touez arzourien gentañ Norzheuropa a voe dedennet gant al livañ gweledvaoù, ha gant Carel van Mander e voe meulet taolennoù e vreur, Matthys Cock (1505-1552)[2].

Degemeret e voe e kouch Sant Lug e Antwerpen e 1545. Etre 1546 ha 1548 e labouras e Roma. E 1548 e tistroas da Antwerpen hag eno e savas e di-embann Giorgio Ghisi, Dirck Volkertszoon Coornhert a labouras evitañ, ha Cornelis Cort a voe e zeskard.

Familh Santel gant Yann ar Badezour, diwar Andrea del Sarto

Engravadurioù diazezet war oberennoù Pieter Brueghel gozh ha re Hieronymus Bosch a lakaas embann. Gant sikour ar c'hartennour spagnol Diego Gutiérrez ec'h embannas ur gartenn eus Amerika e 1562 [3].

Evezhiegezh, engravadur diwar Pieter Brueghel gozh, 1559. Mirdi arzoù Saint Louis
Todsünde Geiz, diwar Pieter Brueghel

Azalek 1557 e labouras Philip Galle e ti-embann Cock, hag e lec'h a gemeras. Intañvez Cock, Volcxken Diercx hec'h anv, a gendalc'has gant ti-embann he gwaz betek he marv e 1601.

Vincenzo Scamozzi a gopias meur a engravadur gant Cock en e levr diwar-benn Roma.

E skeudenn a gaver e-barzh Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies (Skeudennoù livourien vrudet an Izelvroioù) bet savet e 1572 gant Dominicus Lampsonius.


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Lec'hienn Rijksmuseum
  2. National Gallery of Art, Washington D.C.
  3. [1]